Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

hejomp hor penn hag e lavaromp divar fae : Bah ! eur c’hiz adarre hag a ielo kuit abenn eur pennad ! Hag o lavaret kementse e caf deomp diskuez calz a speret hag a skiant. O velet ar pez a dremen brema en hon touez, lod a lavar : Sell, giz ar pelerinachou o tont adarre en dro. Ia, mes perag ha penaus e teu an distro-ze ? An Aotrou’n escop de Lezeleuc en deus lavaret ar ger guirion var gementse : Ar feiz eo o resusita ! Hag ar re ne velont eno nemet eur c’hiz o tont en dro goude beza bet taolet eur pennad a gostez, ne velont ket petra a dremen, ha ne anavezont netra en oberou Doue. Ha n’en deus ket zoken an tad santel, brema ez euz eur sizunveziou bennak great menek da lakat e reng ar zent ar pelerin paour Joseph Beneat Labr, skuer ar belerined, an hini a ioa brema ez eus cant vloaz, o redeg euz an eil leac’h santel d’egile, evel pa vije falvezet da Zoue he zigas araog evit diskuez petra a dlie da zigouezout en hor bro ?

Eun tamig histor skueriuz evit echui ar pennad scrit-ma :

Pardonerien Tour, an derc’hent m’en em lakejont en hent, da lavaret eo, d’an eis varnugent a viz Even, a ieas d’an oferen da chapel sant Martin. An Aotrou Arc’hescop he unan a lavaraz an oferen evitho, hag ho bennigaz, hi hag ar panielou a dlie mont gantho.

En oferen-ze, etouez ar re all, e voa eur vaouez paour ha ne rea nemet gouela, ha pa voue goulennet outhi perag e vouele, e respontas ne voa netra oc’h ober poan dezhi nemet ma e devoa eur c’hoant bras da vont ive da Baray ; mes ker paour e voa ma n’e devoa ket eur guennek var he hano. An tad Rey a ioa e niver ar bardonerien, en em lakeas da ober eun tamik kest, hag en eun taol e voue savet dezhi