Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

ved, hag epad ma tremene ar pez a vercan ama, ho c’hlevet, adren ho grill, o lenva fors.

Eur pardoner all a gont pegement eo bet touchet he galon o sellet oc’h ar panielou deut di a bep carter, hag o lenn ar geriou scrifet pe nadozet varnezho. An oll bardonerien a bede c’hoek calon Jesus, a galon hag a c’hinou. Mes ar panielou-ze a vije lavaret a raje ive ho feden en hano ar c’harter en doa ho digaset, ha zoken ar panielou-ze o chom eno, a vezo eur beden peurbaduz e kenver ar galon sacr.

Calon Jesus, saveteit ar Frans ! Ar c’homzou-ze a lennet var baniel ar zouaved ha var galz a banielou-all.

Calon Jesus, o pet truez ! pardon !, pe eur ger all bennag evelse a velet var galz a re all. Daelou a deue en oll daoulagad o velet baniel an Alsas, goloet e du, hag ar c’homzou truezus-ma : « pardon, va. Doue, pardon ! » ha neuze baniel Metz, chadennou outhi, hag ar c’homzou merket varnhi a scoe e calonou an oll : « Jesus, hon rentit d’ar Frans ! » Baniel ar Pologn a velet ive, ha neuze baniel Spagn, ar broiou zo muia mac’haniet hag a zo truezusa ho stad. O ama e veler o tont da gaout calon Jesus kement zo e poan, en anken, ervez comz hor Zalver : Venite ad me omnes qui laboratis…

Baniel Orlean a veler gant skeuden Jannet Darc, ar plac’h iaouank santel-ze a voue digaset gant Doue evit trec’hi ar saozon, enebourien ar Frans, ha cas an estren-ze er meaz euz ar vro. Baniel Tour a veler ive, gant skeuden sant Martin, skoazeller braz ar Frans, an hini zo bet he vez ker gloriuz, hag a vezo c’hoaz ep mar, abars nebeut ama.

E Frans, eme c’hoaz eur pardoner all, pa zigouez eun dra bennag ha n’omp ket boas da velet, ec’h