Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/73

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

blat guers pe zaou evit kimiada dioc’h ar Vretoned. Kerkent ha ma voant diskennet eta en em lakejont da gana evit lavaret kenavezo, ha pidi calon Jesus da vont gant ar Vretoned d’ho ren beteg ar gear.

Unan bennag euz ar Vretoned o doa gouezet petra o doa sonch pardonerien Laval da ober, hag an Tad Dore en doa savet ive eur c’houblat guerz ; evelse ar Vretoned a c’hellas respont ive e guers d’ho c’henpardonerien a Laval.

Goudeze, o tiblas, Lavaliz ha Bretoned a gane c’hoek cantig ar Galon Sacr.

Destumet e calon Jesus, en em gaver e guirionez breudeur.


Comzou hiniennou euz ar bardonerien.

Unan a zo bet souezet braz o velet feiz ar bardonerien. Dre ma tigouezent, daoust pe ger skuiz e vijent, ne ket da glask bouet na lojeiz eo e zeant ; ne zonjent ket e kementse. Ho frez oa mont da velet chapel ar galon sacr, da bidi, da reseo Jesus-Christ er sacramant euz he garantez.

Eun all a zo bet sebezet o velet ar jeneral Charet o vont da gommunia hag o tont goudeze, an daelou en he zaoulagad, da boket d’he baniel ha d’he briata. Daou c’hant antercant zouav a ioa oc’h heul Charet, hag a ra oll evel ho Jeneral ; mont a reont a renk da reseo ho Doue, ha goudeze e teuont ive an eil varlerc’h egile, da boked d’ar baniel-ze, baniel ar galon sacr, bet gantho var an dachen a vrezel, ruziet ha livet gant goad ho c’hamaradet. Hag an oll zouaved calonek-ze a vouele puil, ha kement a ioa var al leac’h a zirede ive an daelou euz ho daoulagad. Nag a zaelou a zevosion ne deus ket scuillet eno ! Nag hen a voa eno birvidig an oll galonou ! Leanezed Paray eo o devoa brodet baniel ar zoua-