Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

a Escob, e livirin deoc’h eur ger bennak. Ne drugarecain ket ac’hanoc’h ; ne drugareker ket calonou christen evel ho re-hu, oc’h ober ho dever, n’ho meulin ket ken nebeut, rak gouzout a rit ez eo ar c’hras e deuz ho tigaset ama, hag oc’h heuilla he mouez e lakit ho cloar o tiskuez dirag an oll ne d’oc’h nemet servicherien dister da Zoue ha d’ar virionez.

Ar pez a rin, ar pez a dlean da ober, eo kemeret act, en hano ar Relijion, euz ar pez a rit en hano ar Frans, dirag an Env hag an douar. Ia, ma n’oc’h ket ama an Asamble national ; hon deputeed catolig eo gouscoude ar penn hag ar galon anezhi ; ha digouezout a ra, daoust da gement ma e deuz hor bro nac’het Doue, daoust d’hon dispac’hiou daoust d’hon oll reuziou, an asamble e guirionez a Frans, ne c’hell beza, goude oll, nemet christen ha catolik. Benniget ra viot o sevel a nevez evelse baniel feiz hon tadou…

Meur a vech, abaoue m’emaoc’h e Versail, oc’h eus goulennet pardon oc’h Doue euz a dorfejou ar Frans ; meur a vech oc’h eus great amand henorabl d’ar Galon Sacr a Jesus, evit an doare ma zomp en em ziskuezet dianaoudeg epad keit all a amzer, dreist oll abaoue pevarugent vloas zo. Meur a vech ive oc’h en em droet varzu enhan da c’houlen scoazel evit hor bro mac’haniet ha ruziet gand he goad. Kementse oll a rit hirio en eun doare skedusoc’h ha gant muioc’h a fizians…

Setu aze eun nebeut euz a gomzou Aotrou Escop Autun, comzou hag a zo eat ive bete calonou an oll.

Lavaret on euz e voa eat eur vanden bardonerien euz a Laval gant pardonerien Naonet ha Sant-Briec. En dro e teujont adarre er memes treinou.

Hogen araok digouezout e Laval, pardonerien ar Mayen pere a dlie disken eno, o doa savet eur c’hou-