Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

troet oc’h ar bed, o lezel ar religion a gostez evel ma veler hirio. An itron Lyonn hag he merc’hed a ioa renet gant an tadou jezuisted, ha Mari-Rozali a gleve avechou guirionezou calet avoalc’h. Hogen setu ama penauz e comansaz en em zistaga dioc’h ar bed.

Eun dervez, en eisvet ar sacramant, e tistroe da bardaez euz an ilis, guisket ha fichet caer evel ma veze ato. Morse he gened n’oa bet skedusoc’h. Mignoned ha tostennerien a iea d’he heul. An dud a zelle outhi hag he admire. Setu ive eur vanden vraz a voc’h o tont euz ar meziou e kær hag o tremen dre ar ru. An oll en em denne a gostez evit ho lezel da vont ebiou. An demezel Lyonn avad, credabl o sonjal e vije respetet ive gant al loened-ze evel ma zoa respetet gant an dud, ne brijas ket frei divar ho hent. Hogen e penn ar vanden voc’h ez oa eun ouc’h bras, kement hag eun azen eme scrifagner ar vizitasion. Hema a deu eün d’an demezel, hag ep an distera respet evit he gened nag evit he dillad caer, he dibrat gant eun taol fri hag he zaol a hed var he gein, en hevelep doare ma c’helle gant he daouarn cregi en he lost evel e corden eur c’habest. Rozali gant aoun da ruilla, a zalc’he crog el lost-ze, hag a grie ; den avad ne deue d’he zicour. He c’hanfardet ne dosteant ket hag an itronezed ne gredent ket ken nebeut mont etouez ar vanden loened-ze pere a vic’he hag a rea eur safar goest da vouzara eur barreziad tud. Ar bobl a c’hoarze bete dishalana.

Etre daou an ouc’h braz a iea ato gant he zam varzu he graou. Erfin gouscoude, he zaolas d’an douar e kichen eur voger, hag an demezel, diskennet divar gein he incane, a ieas d’he zi mezus meurbet ha stlabezet oll.

Kementse a voue eun tam ebat evit kaer oll.