Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

He c’hoarezed a egaras pa glefchont kementse ; ne ziskueschont ket avad ar gounnar a ioa en ho c’halon. Caout a rejont an tu da goms brao oc’h ho c’hoar, da druezi var he stad ha da rei dezhi eur c’hatekiz hugunod. Oc’h he lenn, an ene paour a voue adarre carget a denvaligen ; dont a reaz adarre hugunodez en he c’halon, hag e claske muioc’h eget biscoaz an dro da dec’het euz ar gouent. Brema oa esoc’h dezhi, rag al leanezed n’o doa ket a zisfizians anezhi. Hogen ama e teuaz ar c’hras da skei an taol diveza en he c’halon. Mont a reas da gonta d’ar vam superiorez kement a dremene en he speret. Houma he lakeaz etre daouarn ar c’hoar Mac’harit-Mari, hag Anna-Alexis a deuas da veza unan euz ar guella leanezed a zo bet er gouent-ze.

En amzer al leanez eürus Mac’hari-Mari e zoa e Paray eun demezel a reng huel, pinvidik bras hag eus eur genet dispar ; calz a speret e devoa, ha muioc’h c’hoaz a fouge a ioa enhi. Eur stereden oa, evel ma lavaret, ha steredenn a a rea dre ar c’harter oll, ha zoken e kær Lyon eleac’h ma he guelet aliez ha ma chome avechou pennadou mad. He hano a ioa Mari-Rozali Lyonn. He gened hag he madou braz a rea ma zoa clask varnezhi, hag e pep leac’h he digemeret evel eur rouanez. He speret lem a lakea ive he brudi, hag hi ne glaske nemet fouge, plijadur hag ebatou ar bed.

Gouscoude an oll ebatou-ze ne gargent ket he c’halon, ha goude beza bet er re anezho a gave dezhi a roje dezhi he goalc’h, e lavare outhi he unan : petra, ne deo nemet an dra-ze ? Etouez an traou-ze oll gouscoude e carie ar beorien, hag ec’h heuille ep mang ar religion.

En amzer-ze ne velet ket ar re zoken a ioa muia