Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

kemeret ar armou-ze. Ne deuan ket ama da verca buez al leanez eürus Mac’harit Mari. Guella ma zeo anavezet servicherez Jesus eo dre he liziri a zo bet destumet en eul levr gant he c’hoarezed.

Lavaret em euz e teue d’ar gouent hiniennou euz a verc’hed ar c’harter ep m’o divije sonch da chom enhi ; n’o doa ket c’hoas troet kein d’ar bed. Hogen e kenver unan bennag euz ar re-ma e tiskuezaz hor Zalver ar garantez infinit euz he galon sacr. Comz a rin euz a ziou.

Er c’hoar Anna-Alexis Marechel e veler eur burzud a drugarez Doue. He c’herent a ioa hugunoted. He zad, eun dijentil a gichen Paray, a ioa bet en em c’hreat catolig, mes o veza demezet eun eil guech da eun hugunodez e teuaz adarre ive da veza hugunod. He c’hreg o veza deut intanvez o devoue ive ar c’hras da anaout ar virionez. C’hoant e devoue da c’hounit da Zoue he merc’hed, ha dreist oll ar iaouanca Anna-Alexis. Mes he merc’h a ioa re stag oc’h an hugunodach. Neuze ar vam a zonjas cas ar verc’h iaouanca ma da gouent Paray. Anna-Alexis ne devoa neuze nemet trizec vloaz ; kement avad a gasoni e devoa evel he c’hoarezed oc’h ar relijion catolik. Pa velaz e felle d’he mam he lezel er gouent, e zeaz e counnar, hag e crie : « troc’hit va fenn din, mar kirit ; troc’hit va fenn din ; guell eo ganhen eget chom ama gant ar babistezed, etouez al leanezed, ar bleizi, an diaoulou-ze ! »

Ar verc’h kez e devoa gouscoude kerent etouez al leanezed. Ar re-ma a gemeras calza zoursi anezhi ; hogen poan e devoue o clask donaat ar scodail-ze. Ar verc’h ne felle dizhi e gïz ebet chom er gouent, hag a glaske an dro da dec’het. Gouscoude ar c’hras a deuas d’he skei ; anaout a reaz ar virionez, hag en em c’hreas catolikez.