Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

glenved. An den dievez ne voar ket anaout pe gen dinerz eo, nag an eienennou a rofe ners dezhan. Evit anaout pe ger paour eo, e ve red dezhan trei varzu ar feunteuniou a garantez hag a binvidigez. Red e ve dezhan trei varzu ar sclerijen a c’hell rinsa an denvalijen a zo var he dro. An den dievez n’en em anavez ket he unan ken nebeut hag ar pez zo en dro dezhan ; ne anavez nemeur guelloc’h an douar eget an Env. Evelse an ilis ne c’hortos ket ma teufe an dud da lavaret dezhi : Sec’het on eus ! Re hir e ve red dezi gortos. Evel eur vam e teu a ziarben dezho. Ho fidi, ho zacha a ra da vont da gaout ar feunteun a vuez. Lavaret e ve eo hi e defe izom euz an dud, ha pa dal eo an dud o deuz ar brasa izom anezhi. Lavaret a ra evel he fried divin : « An hini en deus sec’hed, deuet davêdon. »

————


Kouent Paray-le-Monial.
————

Sant Franses a Zal, adaleg ar penn kenta, a c’halve leanezed ar vizitasion bugale ar galon sacr, rag, emezhan, calon Jesus eo en deus savet hon urzik dister. Ha d’ar mare n’en doa c’hoas nemet peder leanez hag eur c’hoar convers, pemp en oll, e lavare en eur vus-c’hoarzin : « Me gaf din eo brema nobl avoalc’h hon urz evit caout he armou, hac an armou a garfen en defe e ve eur galon treuzet gant daou vir hag eur gurunen spern en dro dezhi, eur groaz aziouthi, gant an daou hano sacr a Jesus hag a Vari. » Urz ar vizitation en deuz e guirionez