Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

An eienennou all a viana an dour enho dre ma ienner anezho ; ama ne ket evelse a c’hoarvez ; seulvui a denner, seulvui a gaver da denna ; seulvui a chom da rei.

E leac’h all pa en deus bet an den ar pez en doa c’hoant da gaout, e c’hell digouezout ma en deuz he voalc’h. Ama an ene n’e deus morse he goalc’h : seulvui e tebr, seulvui a naoun e deus ; seulvui ec’h ef, seulvui e deus sec’het. Dre ma cresk an dour e cresk ive ar sec’het, ha gouscoude an ene e deus he ïoul p’eo guir pe ger bras bennak ma ve he zec’het, e deus ato muioc’h a zour eget a zo red evit he zerri.

Evel a velit, pe ve meneg euz a zaou denzor ker caer ha ker presiuz evel ma zeo calon Jesus ha consepsion didach ar Verc’hez, ar c’homzou a vang, hag an teod ne ra nemet balbouzat. Gouscoude an daou denzor-ze a zalc’h tost an eil d’egile, unan eo ar goulou deiz hag egile an heol.

Mis Mae eo mis Mari, ar goulou deiz, ar verelaouen ; Mis Even eo mis Jesus, an deiz braz, an heol.

Ar goulou deiz a gomans, an deiz a echu, a ro al leunder. Ar goulou-deiz a gas beteg al leac’h santel al leac’h ma ema ar guir sclerijen o c’hortoz an den.

Ha setu perak miz ar galon sacr a deu varlerc’h mis Mari.

An dud boas da zonjal a zevri en hor misteriou, a anavez pe gen talvoudeg eo an eienennou digor-ze.

Gouzout ha guelet a reont petra eo izomou an den.

Hogen izomou an den a zo cuzet aliez oc’h an den he unan. He zievezdet a guz outhan al louzou a dlefe da gemeret ; cuzet a ra outhan zoken he