Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

touez-ni. Comz a rer calz a visou, a dorfejou, hag a dra sur emaint ep niver ; ar pez a veler splamma gouscoude eo ar bed zo croummet dindan ar gosni, cabac’h gant cosni. A beb amzer ez eus bet visou ha torfejou, mes eun doare iaouankiz a velet er bed cabluz hag a ziskueze ez oa c’hoas buez enhan. Bez’ez eus tud clanv, scoet calet gant eur goal glenvet, mes a zo cre ar goad hac ar vuez enho, hag ar medesin a gaf eno peadra d’ho farea.

Bez’ez euz ive tud clanv eat ho ners digantho, eat ho goad e dour, hag ama n’eus mui a beadra da zigas ar iec’hed en dro.

En hon amzer ar bed a zo sec’het, goadet en he bevar ezel. Ker cabac’h eo eat ma en deuz beac’h o finval ; collet en deuz he nerz, he vlas ; skuiz eo.

Hogen Doue en deus louzeier hag a bare pa na vez mui esperans ebet. He oll c’hallout a deu a benn, evel c’hoari, euz ar pez a zonch d’an dud ne oufe biken beza great. Setu perak dindan ar bed a herel var he dreid e veler o sevel eienennou a vuez ha ne ket dorn an den, mes dorn Doue eo en deuz ho laket da redek. Ne ket an dud o vont var araog eo o deus digoret an eienennou-ze, mes an drugarez oll c’halloudus.

Ar gonsepsion didach hag ar galon sacr a zo diou feunteun eleac’h n’o deus an dud laket netra, mes a beleac’h e c’hellont kerc’hat cals.

Pa na vez mui a esperans, eo red e teufe ar silvidigez evel dre vurzud, euz al leac’h ne zonjer ket. Secrejou Jesus ha Mari n’eus termen ebet dezho : ar galon sacr hag ar gonsepsion didach ne dint ket donezonou roet en eur vech hag evit eur vech epken ; eienennou int digoret hag a redo ato, ha seulvui ma vezint toullet, seulvui e redo anezho an dour, me lavar ar grasou.