Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

o devoa ar re all. Setu hen oc’h ober ar beden-ma.

« O bugel, bihan eveldonme, me garfe mont d’ac’h adori ive gant ar bastored all. Ma na c’hellan ket da velet o c’hoarzin, e c’hellin da viana cregi en da zorn ha mont var va daoulin en da gichen. Neuze e chellan ive kennigen dit va oanik coant. O, desk din petra da ober, ro din daoulagad ar feiz a glevan hano anezho ken alies gant va zad. Ren va c’hamejou, rak me ne ouzon ket peleac’h e zan. »

Goude beza great ar beden-ze, ar bugel, poulzet gant eun nerz dreist he oad, a zavaz ep dihuna he vam goz. Clask a ra he zillad braoa, hag ho guisk. Neuze e clask kegil he vam, hag e tistak diouthi eur ruban glaz a ioa en dro d’al lin, hag e za d’ar c’hraou da glask he zanvad muia caret, eun oanig guenn a c’hoarie ganthan var an deiz, hag a ioa neuze cousket er c’hraou var eun dornadik foen. Staga a ra eur penn euz ar ruban oc’h gouzoug an oan, hag ar penn all oc’h he vreac’h.

Neuze, ô burzud ! e voue gouelet an danvadig o vont evel eur c’hi araog ar bugel dall, hag ar bugel oc’h he heuilla ep steki he dreid nag er vein nag er griziou, nag en toullou digompez en em gave var he hent. Lavaret e vije edo o vale var eun hent bras pe eul leur blean. Ar bugel n’en doa aoun ebet ; caout a rea dezhan clevet a bell eur ganaouen a laouenidigez oc’h he c’helver.

Penauz e reaz ar pennad hent-ze euz he lochen da graou ar mabik Jesus ? Den ne voar. Ar pez zo sur eo da c’houlou deiz Nephtali a ioa e Bethlehem. Heuilla a reaz bandennou tud a iea neuze da velet ar bugel divin. Eat beteg ar c’hraou, an dallik kez a glaske gant he zaouarn ar manjouer ; strobet e voue etre an ejen hag an azen, hag ez eas da goeza var ar c’holo e kichen salver ar bed epad ma edo Mari