Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

lagad varzu an Env ; ar profesiou zo deut da vir ; an envou a zo digoret, hag ar gliz o deus laket an douar da c’henel deomp eur Zalver.

— Ne ket falvezet din, eme Esdras, caout ar blijadur d’he velet ep-d-out. Deus buan ma zaimp hon daou d’he adori. Les hor bugel, hon Nephtali ; cousket eo, ha neuze ar c’hez bihan, evithan n’eus nemet tenvalijen.

Mes ar bugel n’oa ket cousket ; clevet en doa kement en doa lavaret he dad, ha pa zeaz he vam, araok mont en hent, da lacat eur pok dezhan var he dal, e savaz en he gouazez, e lamas ganthi a dro vriad en eur lavaret :

— Va mam, me ielo ive. Perak va lezer ama ? Me ne gouskin ket, ne rin nemet gouela. Me fell din mont da velet, er c’hraou, ar mabik coant-ze a dle c’hoarzin ive eveldon me pa vezan fur.

— Oh, va bugel ker, eme Sara, petra rafez o tont di pa na velez ket ? Neuze, deut eo ar mare dit da gousket. Cousk aze, va mabik ker !

An tad a lavaras neuze :

— Ni a ia pell ac’hann ; ha neuze ien eo hag an hent zo dies. Ne vezimp ket pell oc’h ober hon tro. Alo, va bugel, couskit aze, ha n’o pet ket aoun : ho mam goz zo en ho kichen.

Ar bugel a bedaz, a vouelas ; mes an tad hac ar vam a zalc’has mad ; gortoz a rejont gouscoude ken na voue cousket ar bugel, daoust d’ar vall o devoa da vont da velet ar bugel nevez ganet.

Kerkent ha ma voant eat er meaz euz an ti, Nephtali pehini n’en doa great nemet neus da gousket, a deuas dezhan eur zonch en tu all d’he oad. Clevet en doa comz euz ar Messi a reat anezhan heol a justis, bann a c’hras, guir sclerijen, hag e sonjas neuze e vanke dezhan eun dra bennag hag