Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

cann eo, hag eur vouez dous e deus evel eun eal.

Etre daou Laouik en doa guelet dija petra voa var an daol. Bet eo sur, va mam ! Sellit zo ama ! hag ouspen ar bouet a ioa eno e poursach, he zorn a guezas var eur ialc’had arc’hant. Sellit, va mam, arc’hant so ive ! Ar Verc’hez so bet ama sur ! An itron Kerivaz e doa roet ar fiscoan, hag an dimezellet o doa lezet eno, en eur ialc’h, talvoudegez an delou mad a dlie ho mam da rei dezo.

Madalen Pelliven a zirede an dour eus he daoulagad, hag en em daolas d’an daoulin da ober eur beden calonec evit tud ar maner, rag hi hag he map cossa a vouie avoalc’h piou oa ar Verc’hez a voa bet eno.

Antronoz vintin, an hini glan a lavare ive d’he mam ; va mam, me ne ouzon ket pe eun huvre am eus bet, pe ez eo guir ar pez am eus guelet. Ar Verc’hez pe eun all bennag guenn cann, guen skedus, so bet en ti. Me’m eus clasket digeri va daoulagad, mes ho zerra am eus ranket, kement e lugerne. O sonjal e c’helje beza ar Verc’hez, em eus he fedet, mes a galon epken, da rei din ar iec’het, hag oun en em voestlet da vont da zervicha Jesus hag he vam santel d’ar gouent, mar bijen pare. Mes n’em eus great nemet huvreal, ha ne ket-ta, va mam ?

— Eo, va merc’h, hoc’h huvre so guir. Neuse e lavaras dezhi ar pez a voa c’hoarvezet. Mes, va merc’h, eme an intanvez, neuze-ta, mar pareit, em c’huitaot.

— Oh ! va mam, mont da zervicha Doue ne ket ho kuitat eo.

An deiziou varlerc’h, Madalen a ieas gant he bugale da drugarecat an itron Kerivaz hag he demezellet.

Louizaik, ar verc’h clan, a bareas. Da viz even oa