Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

merc’h o doe great cals goulennou oc’h Laouik, ha clevet o doa oll penn da benn gantha pebez paourentez a voa el lochen ; pe ger ber oa ar peuri enhi, pe gen ankeniet oa ar vam, pe ger clan oa ar c’hoar vras. Sonjet o doa ne ket eteo Nedelek epken o doa izom da gas d’an ti-ze.

En eur vont d’ar Pelgent e lakejont en eur baner kement a voa ret evit eur fiscoan caer, ha goude an oferen e teujont trum evit gallout, en eur dremen, mont el lochen araog ma tigouesche an intanvez hag he bugale. En eul lochen evelse var ar maez, ne ket red caout alc’huez evit mont en ti. Ne vez peur liessa nemet eur prenner coat hag an nep a voar an doare, ne vez ket nec’het evit lamet ar prenner-ze. An dimezellet, pere a voa boas da zarempret lochen Madalen, a zibrennas ep poan ebet. Mont a rejont didrouz, dispaca a rejont an douzier, hag e lakejont varnezhi ar pez a voa deut gantho ; eur vichen vara guenn, amann, crampoez ha kuignou ; eur voutaillat chist ha pep a veren evit tud an ti. Neuze eur pot leun a dhe laket var an oalet e kichen eteo Nedelek.

Epad ma edont oc’h ober ho c’heusteuren, ar verc’h viana a ziunas hag e devoe aoun. Ober a reaz eur sell bennag, mes ne grede ket crial. Guelet a reas eur sae venn, hag e crede mad oa ar Verc’hez oa a ioa deut da doma he zreid. Unan euz an demezelled a dosteas oc’h he guele hag a lavaras d’ezhi : N’ho pet ket aoun, me zo deut da zelc’her tan en eteo Nedelek abenn ma teui ho mam d’ar ger. Neuze an demezelled en em dennas sioul.

Prestig e tigouezas ive an intanvez gant he daou vap. Kerkent ha ma ho c’hlevas o tont en ti, ar verc’h vian a grias : Va mam ! va mam ! Bet eo bet ar Verc’hez ! N’em eus ket guelet he bizach, mes guenn