Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

guær en deiz-ze. Ar vugale pere a anaie mad ar potr, a glevas ar pez a dremene etre ar servicherez hag hen, hag a ziredas d’he gaout. Ar re-ma a voa teir demezel, unan anezo er memes oad gant Laouik, hag an diou all cossoc’h.

— Sell ! Laouik Pelliven ! Petra zo, Laouik ? Hag hi o cregi en he zaouarn hag oc’h he zacha d’ar zal da gaout ho mam, an Itron Kerivaz. Laouik a voa eat lent bras, ha n’en doa ket ken nebeut a c’hoant da lavaret pe seurt dienez a voa en he di. Mes an itron vad ha carantezus a gomzas ker brao outhan, ma clevas gantha oll. An teir demezel a deue an daelou en ho daoulagad o clevet pebez paourentez ha pebez nec’hamant a voa e ti an intanvez keaz, eleac’h n’oa ket a vara na zoken eun tam coat da lacat en tan evit noz Nedelek.

Laouik a voue great stad anezhan. Roet oue dezan bara, frouez, ha kement a blij d’ar vugale, evithan he unan hag evit cas d’he c’hoar vian. An hini eus an demezelled a voa eus he oad a fallas dizi mont gantha d’ar c’hardi evit he sicour da zibaba an tam coat a blische muia dezhan. Laouik a ginnigas neuze dizi he gaouet evit he bilcoz. An demezel ne felle ket dizi kemeret ar gaouet ; mes ar potr he lezas eno, rag ne felle ket dezan caout an tam coat evit netra. Neuze e zeas laouen d’ar gaer, ha ne fallas ket dezan ez aje eur mevel d’he zicour petra bennag ma e devoa an itron galvet unan eus he mitizien evit kementse.

An Itron Kerivaz e devoa sonch er bloavez-ze da rei pep a vontr d’he merc’hed evit ho delou mad. Pa voa eat ar potric en hent, an teir demezel en era glevas entrezo, hag a c’houlennas digant ho mam rei dezo en arc’hant talvoudegez ar montrchou, evit ma c’heljent rei bara da intanvez Pelliven ha d’he bugale.