Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/515

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 499 —

din ? — Ha da laeraden a di ar ministr ? Casset ec’h eus-te an arc’hant d’ar gaer ? Peleac’h ema da villet ? — Guelet a rez brema penauz en em gavo Iannig eno, ep billet ! Red e vezo dezhan ober tro an ifern oll evit da glask, ha c’hoas marteze ne vouezo ket da anaout.

————

E touez fablennou gallec e cavomp houma pehini a so brao avoalc’h evithi da veza ber.

An Inosans n’oa mar’ ebet
He zae venn e devoa collet,
Buan d’he c’hlasc en em lakeas,
Da di’r blijadur e redas,
Mes eno netra ne gavas.
Ac’hano ’za da di’n danvez,
Goude da di’r c’halloudegez ;
Netra, poan hag amzer gollet.
E peleac’h e deus-hi cavet ?
Dindan gazel ar guir c’hlac’har
E teuas he zae venn d’ar gear.

————

Eur c’houeriad, en devez-all
A c’houlenne oc’h mest eur stal :
— Petra verzit-hu, marc’hadour ?
— Pennou ezen, va mignon paour.
— Cals a verzit, var a velan,
N’euz mui er stal nemet ho penn oc’h unan.

————


DIVEZ.