Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/514

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 498 —

an arc’hant laeret d’he berc’hen. Iannig a ia eta da di ar ministr protestant, ha setu ama ar gaozeaden a voue etrezho. (Ho pet sonch ar gouezidi a goms trefoet).

Ar ministr. Petra glaskez ?

Iannik. Me laeret te. Sae zu lavaret din : Iannik, cas an arc’hant laeret d’he berc’hen.

Ar ministr. Pe seurt arc’hant ?

Iannik. Daou bez a ugent real laeret ganhen divar da goust pa voan gouez fall. Brema me christen ; me goalc’het tal din gant dour ar vadiziant ; me map ar speret-bras ; dal, kemer da arc’hant.

Ar ministr. Mad a rez, lannik ; ne laer mui ; kenavezo !

Iannik. Kenavezo ! ne ket avoalc’h se ; Iannig a fell dezhan ouspen.

Ar ministr. Eur billet ? d’ober petra ? Ar sae-zu e deus lavaret dit goulen billet ?

Iannik. Sae-zu lavaret netra ; Iannig epken goulen billet.

Ar ministr. D’ober petra, c’hoaz eur vech, eur billet ? va laeret ec’h eus ; digas a rez din va arc’hant ; n’euz izom netra ken.

Iannik. Eo, izom, cleo : Te coz, me iaouank. Te mervel da genta ; me mervel goude ; entent a rez ?

Ar ministr. Ne ententan ket sur ; petra a fell dit da lavaret ?

Iannik. Silaou c’hoaz ha cleo mad ; eno ema ar beac’h. Te maro araog hag en ifern pell zo. Me maro varlerc’h, ha da skei var dor an Env. Piou zo aze, a lavaro an tad bras Sant Per o tont da zigeri ? — Me, lannik. — Ah ! te eo ! petra fell dit ?

— Me tad, goulen mont da lochen ar speret bras. — Ha da bec’hejou ? — Sae-zu pardonet anezho