Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/513

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 497 —

Eur c’hemener a ieaz eun devez da gaout an duc Willington.

— Petra c’heus-te da ginnigen din-me, eme’n duc ?

— Eur zae eus eur c’hiz nevez ha ne ell ket ar bouliji he zreuzi.

— Mad, guisk anizi-ta, ma velin penaus eo great.

Ar c’hemener a zentas. Neuze an Duc a lavar d’he vevel : Lavar da unan eus va zoudardet dont ama gant he fuzil eur voulet enhi, evit ma reimp an essa dioc’h tu.

Guelet a rit-hu pebez min a dlie ar c’hemener da ober ? Kerkent ha ma c’hellas caout he lanc e tennas e gillou gantha hag en em lakeas da redet evel pa vije crog an tân en he zeuillou. Abaoue n’em eus ket clevet e ve bet o kinnig sae nevez ebet d’an Duc Wellington.

————


Eur c’hristen nevez euz ar C’hanada.
————

Eun tad a gompagnunez Jesus, o comz euz an dud anter-c’houez euz ar C’hanada, a ro deomp an histor vrao-ma.

Etouez ar gouezidi gounezet d’ar feiz e voa unan hanvet Ian er vadiziant, ha ne reat anezhan nemet Iannik. Hogen Iannig, araok dont da veza christen, en doa laeret daou bez ugent real divar goust eur ministr (belek) protestant a voa eno. (Rag eno ive e caver ministred protestand, tiadou a bez, greg ha bugale). Mad, ar zae zu, evel ma c’halver er vro-ze ar guir veleien, a c’hourc’hemennas da Iannik cas