Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/512

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 496 —

— Setu aze eur skeuden hag a zo henvel avad oc’h he ferc’hen ! a lavaraz unan en eur dremen.

— Henveloc’h e vije bet c’hoas da viana, a lavaraz eun all, ma vije bet peintet he zaouarn gantha e godellou re all ?

————

Eun aotrou pinvidic a zigemere, n’eus ket pell, eun den divar ar mez, eur merour credabl, deut da zigas deza e prezant, daou gounicl pe daou lapin. An aotrou a lakeaz digas d’ar c’houeriat bier da eva, neuze bara, amann, ha fourmach, da zibri. Ar c’houeriat a voa cre var ar fourmach, ha petra bennag ma voa eun dors cazi en he fez, ne voue ket pell ne jome nemeur anizi. Var gemense e tigouez an itron, hag o velet e voa eat dija he fourmach, e lavaras e cuz d’he fried :

N’eus tam fourmach en ti nemet enhont, hag eber n’hor bezo tam da rei da goan.

— Gortozit, eme’n aotrou, me ia da lacat ar c’hanfart-hont da eana.

— E meus aoun e cavit mad fourmach ? emezhan d’ar c’houeriat ?

— Evel a velit, aotrou, ne ran ket a fae varnezan.

— Mad, joa eo ganen, mes red eo din lavaret eun dra deoc’h.

— Petra, aotrou ?

— Ar fourmach-se, pa zebrer cals anezan, a droc’h ar goms, a vir oc’h an den da barlant.

— Guir ?

— O ia, guir avoalc’h.

— O trugarecat, mil bennos Doue deoc’h ! me voa pell a voa o clasc eun dra evelse. Mont a ran dioc’htu da lacat ar restad-ma em godel da gas d’am fried. Ne ouzon ket a begement e vezin dleour deoo’h mar gell lacat hounnez da devel !

————