Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/511

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 495 —

— N’eus ket a c’houlou en ho letern ?

— Nan, ha n’em eus ket izom evit brema.

— Me ia da ober proses-verbal en oc’h enep.

— Mad, grit dioc’htu ; setu ama va hano. Hag an tieg a ro he hano hag he leshano, ha pa voa great ar proses-verbal, e sinas varnezhan.

Setu hen en derveziou varlerc’h galvet dirag ar barner a beoc’h.

Ar barner a lavaras dezhan :

— Mouget oa ar goulou en ho letern ?

— N’oa ket ; rak n’em oa ket elumet c’hoas, ha n’oa ket deut ar mare d’hen ober. Neuze an tieg o trei oc’h ar goard-meziou a c’houlennaz outhan :

— Ha ne ket guir oc’h eus scrifet eno dioc’htu ar proses-verbal dirazhon, hag em eus zoken he zinet va unan ?

— Eo, an dra-ze zo guir.

— Mad, aotrou barner, eme ar charretour d’ar barner a beoc’h, mar doa sclear avoalc’h an deis da hema da ellout scrifa eno he brosez-verbal ep goulou, oa sclear avoalc’h din-me ive credabl da gas va c’har.

Ar barner a beoc’h a zirollas da c’hoarzin, ha kement a ioa o silaou a reaz eun abaden scrignal. Ne voa balc’h nemet ar goard-meziou. Ar paour kez den en doa kemeret an deiz evit an noz. Ne dlefet ket gouscoude beza re souezet gant kementse, rag aleiz a dud a gaver hag a gemer an noz evit an deis.

————

Unan euz an dud-ze a zestum danvez divar goust re all o vania arc’hant, en doa laket peinta he imach, Ar peinter a vouie mad he vicher, hag ar skeuden a ioa henvel madoc’h an hini a voa peintet. Laket oa var an daolen-ze, evel m’oa boas da veza, he zaouarn gantha en he c’hodellou.