Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/510

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 494 —

hag o tiskuez dezhan al lizerennou a voa azioc’h dor eun ti.

— Petra rit-hu aze-ta, eme ar beacher ?

— Lavaret he gentel d’ar potric-ma-ta !

— Lavaret he gentel ?

— Ia, ar potr-ma ne voar ket c’hoaz he lizerennou, ha pa zeo guir ema al lizerennou scrifet ama var an tiez, me ne ouzoun ket perag ez afen da zispign pemp pe c’huec’h guenneg evit prena eun A. B. C. d’am map.

— Pe seurt lenn a oufe ho map da zeski evit eun nebeudig geriou a gaf aze var ar mogeriou ?

— Oh ! er vered aze ez eus renkennadou mad da lenn var meur a hini eus ar beziou, ha zoken var lod anezho e cavo eur ger latin bennag.

Ha setu penauz map an aotrou Z… a raio he studi oll, a zesco marteze zoken al latin ep m’en devezo bet izom he dad da brena levr ebet dezhan !

————

Jakez ar Ber a ioa ganet eur map dezhan er sizun all. Pa voue meneg da vadezi ar bugel, e voue goulennet digant an tad pe hano a felle dezhan rei d’he vap.

— C’hoant am eus, eme Jakez, e ve roet d’ezhan hano he dad-coz.

— Ha pe hano en doa he dad-coz ?

— He dad-coz a ioa hanvet Speret.

Roet e voue hano an tad-coz d’ar bugel, ha setu penaus map Jakez a zo he hano hag he lezhano Speret Ber.

————

Eur goal c’hoard-meziou. — N’eus ket pell, eun tieg a iea gant an hent braz he gar gantha. Eur goard-meziou (gard-champetr) a zigouez gantha hag a lavar dezhan :