Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

c’hoar : Ro peoc’h, Annaik ; te ne ouzout ket ! ar re a jom er gear a vel ar Verc’hez pa deu da doma he zreid, hag ar re a ia d’ar Pelgent n’he guelont ket ! Ar verc’h vihan a gouscas neuze laouen.

Laouic, evel a veler, n’en doa ket collet c’hoas esper da gaout eteo Nedelek, n’en doa ket collet esper e teuje ar Verc’hez d’an ti. En em daolet oa var he vele ep divisca tam dillad, hag evel ma c’helle mont er meas eus an ti ep heza guelet, ne zaleas ket da vont goustata ma c’helle. He zonch oa mont d’ar maner da gaout unan eus ar plac’het a anaie mad, ha da c’houlen eur pilcoz da ober eun eteo Nedelek. Mes evel ne felle ket dezan caout evit netra, e cassas gantha eur gaouet en devoa evit he rei eleac’h ar pilcoz. Rag Laouik, mar plij, ne felle ket dezan caout eun dra bennag en aluzen.

Noz oa ; erc’h a gueze druz, hag ar guenodennou a voa eul lisser venn varnezo. Mes Laouik n’en doa ket aoun. Ne zonje nemet er blijadur o divije he vam, he vreur, he c’hoarezed pa veljent an eteo. Eun anter heur goude edo Laouik e tal dor ar Maner. Skei a ra var an nor, hag e teu eur servicherez da zigeri dezan.

— Sell, Laouik, te a zo aze ? Petra : goasset eo d’as c’hoar ?

— Oh ! ne ket. Guelloc’h eo zoken. Me’m eus c’hoant da goms oc’h Armela. (Da Armela en doa c’hoant da verza he gaouet, evit prena gant he arc’hant eun tam coat.)

— Armela e deus re a brez fennoz. Red e vezo dit gortoz eur vech all.

— O va Doue, eme ar potric, brema em oa c’hoant d’he guelet. Hag ez eas trist evel ar maro.

Dre chans, an itron pehini a voa eat eun nebeut a voa da veachi gant he hugale, a voa digouezet er