Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 493 —

— Serjant, petra rafac’h din ma lavarfen deoc’h ne doc’h nemet eur… banezen ?

— Petra rafen ? Da lacat en toull da zeski parlant.

— Ha ma na rafen nemet he zonjal ?

— Oh ! sonjal ! me n’em eus netra da velet var ar sonjou.

— Mad, serjant, sonjal a ran ez oc’h eur banezen eus ar re deoa.

————

Eur merour a lavare da berc’hen he zouar : Aotrou, na c’hui a zo teo !

— Teo, eme an Aotrou, petra fell dit da lavaret ?

Ar merour a vel eo faziet, hag a hast buan dressa he fazi.

— Pa lavaran teo, Aotrou, me fell din lavaret teo a gorf ; rag evit a speret oc’h tano avoalc’h.

————

Eun demezel a voa crog ar sifellat enhi hag e doa c’hoant da c’houzout petra da ober evit parea. Goulen a reas digant eun amezec :

— Petra a rit-hu pa vezit sifellet ?

— Petra ran ? Strefial ha passaat.

————

Bez’ez eus tud var an douar hag o deus eun ijin burzuduz evit espern ho arc’hant. Setu ama unan hag a alle servichout da skuer var gementse. Er c’heriou hag er bourcou e veler var ar mogeriou azioc’h doriou an tiez, renkennadou lizerennou scrifet evit diskuez petra a verzer pe a gaver en tiez-ze, hag avechou zoken e caver eno peziou caer scrifet e lizerennou bras.

Eun dervez, o tremen dre C.., eur beacher a gavaz eno eun anaoudegez d’ezhan, an aotrou Z…, crog e dorn he vap, eur potric c’huec’h pe seiz vloaz,

28