Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/508

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 492 —


MARVAILLOU.
————

Eur marc’hadour cos-traou en doa laket scrifa, e lizerennou braz, a zioc’h dor he di, ar c’homzou-ma :

Ama e roer pep tra evit anter briz.

Eun tremeniat o veza guelet kementse, a ieaz en ti hag e touez cals a gostraou a ioa eno da verza, e velaz eur fuzil chasse, a zaou denn, hag a ioa c’hoas mad evithi da veza bet e servich.

— Marc’hadour, emezhan, pegement ar fuzil-ma ?

— Antercant lur, eme ar marc’hadour.

An tremeniat, ep chipotal, a ia d’he c’hodel, hag a laca pemp lur varnugent var an daol.

— Antercant lur eo am eus lavaret deoc’h, eme ar marc’hadour, ne ket pemp lur varnugent.

— Ia, me voar vad, mes ha n’oc’h eus-hu ket merket azioc’h ho tor e roac’h pep tra evit anter briz ?

Ar marc’hadour a scrabaz he benn, hag abaoue e leverer en deus chenchet comzou azioc’h he stal.

————

Eur c’habiten a lestr en doa eun tam labour da ober var ar Pont ha n’en doa ket a dud avoalc’h. An eil, da lavaret eo, he letanant a voa en eur penn euz al lestr o lacat martolodet da gempen ar goueliou. Ar c’habiten a griaz outhan :

— He ! Letanant ; pet martolod zo ganeoc’h aze ?

— Nao zo, cabiten.

— Mad, digassit din an anter anezho.

Penauz a rai al letanant ?