Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/507

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 491 —

— Va mignon, eme Saïd, eur servich am eus da c’houlen diganeoc’h hag a vezo talvoudek braz evidon. Savet ez eus tabut etre eun den iaouang ha me, hag em euz he lazet ; ema he gorf ganhen ama er zac’h, hag ho pedan d’am zicour d’he guzet.

— Den reuzeudik, eme egile, muntrer ! kea alesse buan, ha tec’h… hag e serraz he zor.

Saïd a ia da di eur mignon all. Hema a reaz evel ar c’henta, hen digemeras la ouen ken n’en doa clevet euz a betra ez oa menek. Neuze ive e chenchas min hag en em zisc’hreas buana ma c’helle euz ar muntrer.

Mignoned Saïd a reaz oll dezhan evelse an eil goude egile. Unan a roaz ali dezhan da deleur he zam er ster ; eun all her gourdrouzas d’hen discuil d’ar justis ma na dea ket buan euz he di ; nicun avad ne asantaz he zicour da guzet ar c’horf, oll o devoa aoun na vije credet o doa kemeret perz e torfet ho mignon.

Saïd a zistroas neuze da di he dad ;

— Ahanta, n’em oa me ket lavaret dit ? eme Kader. Brema e velez petra a zo da fiziout e mignoned ! Me, evel am eus lavaret dit, n’em eus bet hed va buez nemet eur mignon, Ali. Kea d’he gaout ive, ha me zo sur, abalamour din-me, e raio dit guel- loc’h eget o deus great da vignoned da unan.

Saïd a ieas da di Ali. P’en doa contet dezhan he afer, Ali a lavaras dezhan, deut buan en ti, ne ket bez e ve ar justis var ho lerc’h, ar pez zo da ober eo cuzet hoc’h unan ken na vezo guelet. Marteze en em lacan e danjer evit ho sicour, mes ne zilezin ket map va mignon.

Evel a veler, ar vignoned fidel zo rouez.

————