Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/506

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 490 —

mare dezhan da rei kentel d’he vap. Her gelver a reas-ta, hag e lavaras dezhan :

— Va map, pe gen doun bennak ma ve eur puns, pegement bennag a zour a ve enhan, a fors da denna anezhan, hen dizec’her ; ar ialc’h a c’houlonderer c’hoas buanoc’h. Oc’h ho kuelet o rei, em euz aoun na deufac’h da baour goude m’am eus labouret epad va buez evit pellaat ar baourentez diouzoc’h, rak me he anavez, ar baourentez zo casaüs.

— Va zad, eme Said, ho rebechou a ra poan din ; gouzout a rit n’en em roan na d’an dizurs na d’ar c’hoariou. Ma roan calz eo evit caout mignoned ; ha n’oc’h eus-hu ket lavaret din cant guech ne voa tenzor ebet ker presiuz hag eur mignon fidel ?

— Hel lavaret a ran c’hoaz, ha mar oc’h eus gallet, gant an oll arc’hant oc’h eus dispignet, caout eur guir vignon, ne ran mui rebech ebet deoc’h.

— Eur mignon, va zad ? lavarit dek-ta ! ia dek mignon am euz aze hag a ve prest da rei ho danvez hag ho buez evidon.

— Eurusoc’h oc’h neuze egedonme, eme an tad ; epad pevar ugent vloas n’em eus gallet caout nemet eur mignon hag a c’heljen fiziout enhan. Hogen ha sur oc’h-hu euz ar vignoned-ze ? Ma ho lacafac’h en amprou, ho guelfac’h marteze o trei kein deoc’h.

Saïd a glaske difen he vignoned. Kader avad a lavare ato ne grede ket e vijent mignoned fidel. En em glevet a rejont eta d’ho lacat en amprou. Saïd a lazaz eul leue, a lakeaz al leue-ze en eur zac’h hag a ieas ganthan da amprou he vignoned.

Mont a ra-ta dindan nos da di unan euz he vignoned. Hema a deu a brez da zigeri dezhan, a ziskuezaz eur joa vraz oc’h he velet, hag a c’houlennas diganthan petra a c’helle da ober evit renta servich dezhan.