Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/494

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 478 —

dister avoualc’h. Bervel oa ; hag e zaou brenest, bihan an digor anezho, a zourenne dalc’h mad, en hevelep doare ma ne vele avechou couls lavaret berad. En eskem en doa bet eur fri ha ne voa souc’h ebet er c’harter hag a vije goest da veza laket e kem ganthan ; unan euz ar friou-ze a hanver mouger-goulou, hag a c’hell disc’hlavi, dizheoli ha goudouri ar re en em gaf en ho c’hichen.

Perc’hen ar fri, evel ma voa fallig avoalc’h he velet, a gemeraz abred lunedou, hag ho lakeaz a c’haoliad var an dorgen etre an daou brenest. Ar fri avad, fouge evel a ioa enhan gant he vent, dre ma crede ervad e voa sell an oll varnezhan hag e tlie beza guelet ar c’henta e pep leac’h, a ieas counnar enhan, hag a lavaras :

— Petra, me eo mevel an daoulagad ? me vezo red din beza bass evit dougen sam an traou picouzet-ze ? Ma n’int ket evit ober ho zreuz ho unan, mar o deuz izom sicour, kemeret mar keront, ha lakaent-hen eleac’h ma carint, evidon me ne vezin ket ho zervicher, ha braz avoalc’h a gaf din oun evit ober va stal va unan.

Var gementse ar fri a ra eun hejaden, hag a string al lunedou d’an douar.

Hogen an den keaz en em gavas neuze nec’het avoalc’h ; evel ma voa fall he velet, ne vouie nemeur peleac’h e zea. Kenta guech ma zeas da vale, ez eaz eün da steki he benn oc’h ar voger, hag evel ar fri a lakea ato he veg araog, ar fri a voue tognet. Eun derveziou bennak goude en devoue eur stocad all c’hoas goassoc’h ; en dro-ma e voue gouliet a zoare ; en hevelep doare ma voue tost d’ar c’hrign-beo cregi enhan.

Abaoue eo eat al lorc’h anezhan, ha zoken en deus