Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/490

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 474 —

ze gant pere e ra brema an dud ho fouge. Ha guelit hirio petra rer deomp ! Eleac’h anaoudegez vad… Mes… Mont a ra droug enhon… »

Ama an azen a rencas tenna he halan, hag araog m’en doa bet amzer da gomans eur ribustennad all, ar marc’h coz a respontas :

« Ne vouien ket, aotrou azen, e tlie an dud gueziec, an dud a skiant kement a anaoudegez vad d’an ezen. Mes pa hel livirit, e cavan couls cridi. Ia ia, lavaret mad a ellit, an dud so dianaoudec. Sonjal a ra din evel kent e lakeont brema ho croc’hen da ober taboulinou evit encanti oberou ha taoliou caer ho tadou coz. »

Ar bourric pehini ne c’hortoze ket eun hevelep respont, a voue ker saouzanet ma collaz ar goms, hag abaoue ne gredan ket en defe lavaret ger. Nag a dud so, hag an nep ho c’hlefe o coms, a lavarfe e ve hi ive pe ho zud o defe great kement taol caer ha kement tra burzudus so bet great var an douar ; hag alies n’ho deus ket bet enho an distera pers !

————


Ar C’hantonier hag he garrigel
————

Eun dervez eur c’hantonier, savet mintin mad, ha digouezet var he hent braz eun tamik re abred, eur pennad araok ma voa deut ar mare da gregi en he zervez, a azezas var he garrigel, pe mar kirit he c’hravas-rodellek pe he vroueten, hag evit tremen he amzer, en em lakeas da ober eur brezegen dezhi. Ne ouzon ket hag hen a voa crog ar big en he