Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/489

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 473 —

ket aliez gant eun azen. Setu hen ta d’en em lacat e creiz ar vanden, sounn he benn hag he ziouscouarn gantha. Digeri a ra he c’hinou, evit prezeg, mes kenta soun a deuas er mæz a voa var eun ton ken huel ha ker skiltrus, ma spontas an oll loenet all oc’h he glevet. Guelet o pije leou, saout, kezeg, ho flumachen savet gantho en ear, o c’haloupat tu-ma, tu-hont, o clasc eul leac’h bennag da guzet. Ne jomas nemet eur marc’h coz a voa kignet he zrean dioc’h ar bass hag he gostou disvlevet gant ar sugellou. Hema n’en doa ket a c’hoant fringal ; rag pell a voa oa tennet he sponterezou dezhan.

An azen a voue souezet o velet he vanden gamaradet o tec’het kuit. Chom a reas he c’hinou digor eun nebeut ; gouscoude pa jome ar marc’h coz, ne fellas ket dezhan lezel he brezegen ep he ober. Setu-hen ta da goms evelen :

« Ha cavet oc’h eus-hu biscoas, c’hui pehini a vale ive aliez couls ha me, ha cavet oc’h eus-hu e nep leac’h loen ebet ken diot hag an den ? Ha cavet oc’h eus-hu loen ebet ker faeüs, ken dianaoudeg ! Emaint aze oc’h ober ho fouge gant ho gueziegez hag ho skianchou ; mes mar o deus eun tam goueziegez, eun tam skianchou bennag, da biou int-hi dleour a gementse ? Ha ne ket deomp-ni eo ha d’hon tadou coz ? Emaint aze oc’h ober ho fouge gant tenn-da-dok ha deus-da-Rom, gant kik-kelorn ha dilost-enez ; [1] mes penaus o divije anavezet ar re-ze panefe ni ? N’ho divije ket gallet ho miret. Var betra o divije-hi ho merket ? Ni eo on eus ho miret dezho ; ni on eus roet dezho peadra d’ho merca. Ia, ni hag hor gouenn ; hon tadou coz a roas ho c’hroc’hen da giviza evit ma vije merket varnezho ar skianchou--

  1. Pentateuc, Deuteronom, Ciceron, Demosthenez.