Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/486

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 470 —

— Me a vel roz o tont euz ho kinou, hag eur goulm o tont d’ho destum dre ma ho zaolit.

— Evit plijout da Zoue ha d’ar Verc’hez, abad va c’houent en deus lavaret din kinnigen bemdez da vam Doue eun tok roz o lavaret antercant Ave Maria. Hen ober a ran guella ma c’hellan ; marteze eo an dra-ze oc’h eus guelet.

— Me vel ervad brema, eme gabiten al laeron, ez oun eun torfetour bras, guelet a ran n’em eus great morse ar vad. Anat eo din brema ez euz eur barados. Assuri a rer e pardon Doue d’ar bec’herien. Me ia eta da ober tokou roz d’ar Verc’hez, hag e c’hellin esperout e teuio d’am zicour d’en em savetei.

Kerkent e taol he armou, en eur discleria d’he gamaradet e fell dezhan mont da zant Jakez da bardona, ha goude-ze en em denna eun tu bennak da ober pinijen.

Al laeron all, scoet ive gant ar c’hras, a droas kein d’ho micher heuzuz ha d’ho buez dizuch, hag a ieas d’he heul. Abenn eun nebeut sizunveziou goude m’oânt bet o pardona, e kemerent oll ar zae a vanac’h er gouent ma edo o chom al lean mad-ze en doa ho distroet oc’h Doue gant ar roz a ginnige d’ar Verc’hez o lavaret ar chapeled.

————


Ar c’hi Barbet oc’h ober scol
————

En eur c’hoad braz, a ioa loened enhan a bep seurt, eur c’hi barbet, eun doctor en doa great he studi, o veza bevet eur pennad mad etouez an dud, a zonjaz en em lacat da ober scol. Guelet a rea al loened iaouang er c’hoad-ze a ioa dizesk ha n’o doa