Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/482

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 466 —

— Oh ! meur a dra a garfen guelloc’h ; c’hui n’oc’h ket figuz evit doare, paour kez delien crenerez. Var dro ama, evit guir, eus nebeut a zeliou hag a dalfe keit ha me ; glaz oun ha gened am eus ; mes piou a evesa oc’h va gened ama e creiz ar c’hoad hag etouez an deliou all ? Evit guir em euz ama kement zo red ; ar gliz euz an Env a goez varnhon ; ar seo euz an douar a zao beteg enhon ; mes petra eo an dra-ze ? Sellit hag a c’hoez mad zo du-hont e kichen ar bleun eleac’h ma za ar guenan da bicota ! Eun ezen glouar a c’hoez varnomp, eme c’hui ; evidonme a venn mouga ama etouez kement all a zeliou a vir ouzin da velet ar vro. Ha gouscoude ar bed a dle beza ker brao ! Ama eo tenval etouez ar guez, eleac’h du ze a bell ez eus sclerijen vras. An heol a bar varnomp dioc’h ar pardaez, mes me garfe guelet an heol o sevel ; goude oll ar vuez didrouz ha cuzet-ma a zisplich din ; enouet oun. Daoust din da veza savet huel ama, n’em euz ato dirak va daoulagad nemet ar c’hoz guezen fao-ze a gavan divalo avoalc’h. Hag an amzer a ia en dro, ha bremaik e teui ar goanv, ha gantha… ar maro. Astomp afo-ta, va c’hoar, en em zistagomp ha tec’homp ac’hann. An avel hor c’haso ; da gre, da zioul evel ma vezo. Me a fell din mont evel al labous, varzu an oabl ; me fell din caout va frankis da redek var ar menez ; me fell din guelet a dost penauz e red ar voas dour a velan du-ze !

— Aoun a rit din o comz evelse, eme an delien elo ; crena a ran oc’h ho clevet. Collet, em euz aoun, eo ho skiant vad ganeoc’h. En em zistaga ? — tec’het ? — petra a zonjit-hu ? — Petra a roio skeud d’ar c’hoad-ma pa vezimp eat kuit ? Petra a c’holoio al loenedigou paour a deu ama da glask disheol ha frescadurez ? — Penauz e vevo ar vezen hon