Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/481

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 465 —

aloubet. Peadra a ve evit meur a hini da chom dilavar evel an dube, mac’h evesafent mad petra a rer hirio euz al lealdet.

————


An delien Zero hag an delien Elo
————

An delien zero a lavare eun dervez d’an delien elo a vele o crena a dost dezhi :

— Petra a ra deoc’h, va c’hoar, crena avelse, ha beza an heol tom o para, ha beza n’eus mouch avel ?

— An hini en deuz hor c’hrouet en deus va great evelen ; va great en deus ken tano ha roet din nervennou ker kizidik ma crenan bepret gant aoun na zistacfen ac’hann ha na goesfen d’an douar.

— Coeza d’an douar ? Ha n’oc’h-hu ket enouet gant ar vuez on euz ama ? Ato stag oc’h ar memes scour, ato bete mervel ! Ha ne gav ket deoc’h e ve eun dislealdet an dra-ze en hor c’henver-ni ? Kement a vev en dro deomp en deuz he frankiz ; ar c’houmoul a ia eleac’h ma keront, hag a les ho gliz da goeza pa zonjont ; al labous a ra he neiz eleac’h ma plich ganthan, a nij hag a chournij dre an ear dioc’h ma tro en he frouden. Perag emaomp-ni ama chadennet, evel pa na vemp ket bet crouet evel an traou all ?

— Oh, va c’hoar ! ha da belec’h e zafemp, eme an delien elo ? Petra a dalfe hor frankiz evidomp, mar deo an avel enebour eo hen rofe deomp ? Stag omp oc’h ar scour, ar scour a ro buez deomp. An ezen hon hej goustadig ; an heol a bar varnomp, ha dioc’h ar pardaez he vannou a deu d’hon alaouri ; petra a fell deoc’h guelloc’h ?