Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/480

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 464 —

gezed strafuillet, o plafa evel pa o divije c’hoant da vont en douar, ha kerkent eur sparfel a gouez a blom var eur c’hlujar, he zam abouez he ivinou hag he c’has ganthi o lezel da goeza dre ma zea plun ha beradou goad.

An dube strafuillet oll ne chom ket da c’hortos hirroc’h. Lacat a ra he ziouaskel da c’hoari, hag e za da gonta d’he vestr ar pez zo digouezet ganthan. He bidi a ra da zont da zifen al laboused coant ha dizrouk-ze, liou dem-alaouret dezho hag eun ear lent hag aounig, a enep al labous rouz, al labous bek cam, ar c’higer a deue d’ho laza ep abeg ebet.

Ar bourc’hiz, o clevet comzou he zube, a anavezas mad oa glujuri hag eur sparfel eo en doa guelet. Kemeret a ra he fuzil hag e za varlerc’h he labous d’an dachen ed-du. Eleac’h avad clask ar sparfel evit he distruja, e clask ar glujuri, hag ho veza ho c’havet, e tenn varnezho, e laz diou, hag o c’has ganthan d’ar gær, fouge meurbed enhan.

An dube en doa c’hoant da lavaret dezhan ne ket var al laboused-ze dizroug ha dinam eo e tlie tenna, eo ho difen eo a dlie a enep al labous rouz, al labous criz, a rea ar brezel dezho ; hogen ker sebezet, ker mantret e chomaz o velet fallagriez ha dislealdet he vestr, oc’h he velet o vont a unan gant ar sparfel evit he zicour da zistruja ar glujuri, ma na c’hellas ket lavaret eur ger, hag abaoue, a leverer, an dubeet ne gozeont ket ouz an dud.

Hogen ar bourc’his-ze ha na d’eo-hen ket henvel mad oc’h an dispac’herien-ze a veler, kerkent ha ma clevont ez euz eun tam freuz, eun tam tousmac’h en eur vro bennak, prez varnezho da vont di, ne ket da zifen an dud honest a voal gaser hag a alouber ho zra, mes da zicour an dispac’herien hag an alouberien evit gallout caout ive ho lod euz an traou