Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

pa glefjont eur vouez c’hroz o lavaret en eur c’hrosmolat :

— Ma ne ket eun truez guelet teleur bara evelse da goll, ha beza kement a dud dare da vervel gant an naoun dre an amzer griz-ma, tud ha ne gavont ket eur c’hinaouat vara da zibri !

An daou vugel a voue spontet o clevet ar vouez-ze, mes ho aoun ne badas ket pell, rag guelet a rejont en ho c’hichen eur paour kez clasker a voa boas da zont di da c’houlen an aluzen.

— Ne ket da goll eo e taolomp ar bara, eme Laouik, d’al labouset bian eo pere ne gavont brema tam gant an erc’h.

— Bugale vad oc’h, eme’r paour ; ha pa oc’h eus truez oc’h al laboused, ho pezo ive truez ouzin-me. Me’m eus ive naoun.

Madalen a roas he vern d’ar paour coz ous taol gant he bugale. Ar paour a glevas eur glemaden bennag en eur guele :

— Unan clan bennag oc’h eus, emezhan ?

— Ia, eme’n intanvez ; va merc’h hena. Tri bloas so ema var ar guele-ze, ha n’eus kelou ebet dizi da barea.

— Paour kez merc’h ! Pe oad e deus ?

— D’ar Chandelour e devezo c’huezec vloas.

— Kenta guech ma zin da Zant Ian ar Biz, pe da Rumengol, pe da Zantez Anna Vened, bezit sur e pedin calonec hor Zalver Jesus hag he vam an Itron Varia da zigas trum ar iec’het d’ho merc’h. Bennos Doue deoc’h ha kenavo !

— Kenavezo, eme an intanvez. Hag an daelou a deuas en he daoulagat, rag sonjal a rea : varc’hoas marteze e rankin eveldan mont da glasc va zam.

Etre daou an hini glan a grie : va mam ! va mam ! Neuze Madalen a lavaras d’he daou vugel bihan :