Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/479

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 463 —

ac’hano var he vrec’h evit dibri e dorn he vestr. Neuze e veze poket dezhan, flouret dezhan he blun, hag al labous, e c’hellit cridi ne voa ket nebeut a fouge enhan oc’h en em velet likaouet evelse gant he vestr. Kementse, credabl, a reas dezhan cridi e voa huelloc’h eget an dubeet all, hag a zigasaz ar sonch dezhan da vont da redeg bro evit gallout goudeze en em fougeal muioc’h dirazho.

Marteze ive ec’h anaie an amzeriou, hag e c’houie e cafje neuze eun dra bennak dioc’h he zoare en douarou, rak pa deuaz ar frouden-ze dezhan edo dres ar mare ma c’hounit al labourerien douar ho ed du.

Daoust petra voa, mont a reaz en hent. N’oa ket eat a bell na zigoezas gant eun dachen vinis du nevez hadet. An douar fresk ha laboused all a vele o clask ho zam eno hen touellas da zisken, ha setu hen o tigouezout etouez eun torrad glujuri a ioa eno o scrabat d’ho bek guella ma c’hellent.

Ar glujuri a zo labouset dizroug hag egarad. Ne rejont van evit guelet ar beacher-ma o tisken en ho zouez. Al laboused-ze o deus calon vad, ha ne c’hinont ket evit ranna gant ar re all, dreist oll pa vez peadra evit an oll evel a ioa eno. Ep lavaret eta eur ger d’an divroad-ma, hen leschont da ober he geusteuren evel ma care. Pa vezer o veva divar ar bern ha pa vez cals muioc’h eget na ve izom, ne vezer morze ker kivioul na ker chich oc’h an estren. Lezel gant ar re all ar pez a vez a re ne deo morse dies.

An dube-ta a gemer he frankiz, en em laca da vont ha da zont, da rei taol beg en tu-ma taol beg en tu-hont, dre ma vel eur c’hreunen bennag, ken diencrez evel pa vije bet o rodal en dro d’he gouldri. Hogen pa sonje nebeuta setu hen o velet he ameze-