Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/478

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 462 —

e kær, ha ne voa ket e poan da velet loenet o veva gant geot pe blous seac’h. Ar re ma ta a gomze pephini evit he c’hodel ; hag e guirionez pa evessear mad oc’h an dud, e veler e comzont peurliessa pe eus an traou ma zint douget dezho, pe eus an traou ma cavont eur gounit bennag enho.

————


An Dube hag he Vestr
————

Eur bourc’his pinvidig en devoa eur vanden dubeed. Great en doa evitho, e pignon he vaner, lochouigou euz ar re vrava, hag eur blijadur vraz a gemere o teleur greun dezho, oc’h ho guelet o kempen ho flun hag oc’h ho c’hlevet o roucounellat.

An dubeed ne garont nemeur mont pell dioc’h ti ho ferc’hen. Gant ma vezo taolet dezho eur c’hreunen bennag evit beva, gant ma cavint eur banne dour da efa ha d’en em gempen, eur vruzunen blous pe foen bennak da ober ho neiziou, e kemeront ho ebat tost d’ar gær, ep clask mont da velet pe e zeo frang ar bed pe ne deo ket. Gouscoude avechou hiniennou anezho a drec’h gouenn, hag a zao c’hoant gantho da veachi.

Evelse unan euz ar re ma eun dervez a droaz eur frouden en he benn. Sonjal a reas mont a bell da velet hag hen a gafje eun dra bennak guelloc’h ha caeroc’h eget ar pez en doa guelet bete neuze.

Red eo din lavaret ive e voa an dube-ma moumon he vestr. Pa deue ar bourc’his da deleur greun d’he laboused, e talc’he aliez eun nebeut en he zorn. Neuze an dube mignon a nije var he scoaz hag