Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 461 —

da anaout ; ha sur oun penaus al lenner n’en defe ket izom da jom pell da zonjal evit lavaret penaus ar c’henta en doa comzet a dlie beza eun den piz, stag he galon oc’h he zanvez ; an eil eun den a nerz, eus ar re a zo pe a gred beza potred vad ; an trede eun ozac’h pinvidic, eur Mestr otus ; ar pevare eur fougeer. Evelse pep hini a gaf tro da veuli ar pez a blij muia dezhan, ar pez en deus muia henveledigez outhan he unan.

Epad ma c’hoarze an oll d’ar c’heaz tort, ha ma o divije gallet c’hoarzin kercouls dezho ho unan, setu unan eus ar re n’o doa c’hoas lavaret ger o tont da chench soun : petra, emezhan, ne velit-hu ket pe gen diforc’h eo an aneval-ze ? He zivesker a ve mad d’ober guerzidi ; he gorf so seac’h d’ober tan ; he c’houzoug so henvel oc’h hini ar garc’heiz ; he benn a ve kemeret evit penn eun danvad ; he ziouscouarn so coezet evel re al loen all-ze pehini ne vez cavet coant nemet pa vez nevez dofet ; he gein guella ma ve eo da ober eur baluc’hen, ha c’hoas an dorgen-ze a virfe…

— Ha neuze, eme c’hoas eun all, guelit pe ger plad eo var he dreid, pe gen torret eo he garniou ! Penaus cridi e c’helfe an treid-ze dishouarn ober eur pennad mad a vale ep dont da dana ?

— Ha mar debr ken nebeut a vouet hag a leverer, eme adarre eun all, pe seurt ners a dle da gaout ? eul loen ken treud hag eur vaz hag hen a ell beza eul loen mad !

N’em eus ket izom da lavaret deoc’h, lenner, penaus ar c’henta eus an tri-ma a voa eur marc’hadour kezeg ha ne vele netra en tu all d’he varc’hadourez ; an eil eur marichal kezeg hag a elje serra he c’hovel ma vije lezet dishouarn al loenet labour, an trede eul labourer douar boaz da gass melchen