Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/476

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 460 —

zellet outhan. Pephini, na petra-ta, a gave he bez da lavaret eus al loen-ze nevez evitho.

— Sellit, a lavare unan, setu aze eul loen hag a vef couls lavaret gant netra. Eur banne dour sclear hag eun dornat geot seac’h a zo avoalc’h evithan, ha pa vez e beach ec’h ell bale gant he zamm epad an deiz ep eana na dibri tam.

— Ia, a lavaras eun all, hag ar pez so guelloc’h, ker cre eo, ma c’heller lacat dezhan var he gein samm tri marc’h mad, hag e ra c’hoas gant an dra-ze tregont leo en he zervez ep diskuez beza skuiz.

— Guelloc’h evit an dra-ze so c’hoaz, eme eun trede. Ne ouzoc’h ket pe ger sentus eo al loen-ze ? Morse ne vez izom na baz, na fouet evit he gass. Gant eur ger he vestr hen laca da vont var bennou he zaoulin evit he zamma pe he zizamma, pe evit sevel he unan varnezhan ; gant eur ger e ra dezhan mont buan pe chom goustad dioc’h m’en devez c’hoant.

— Ne ket se eo a gavan-me caera enhan, a lavaras eun all ; mes guelit ta pe ger sounn eo var he garniou, pebez ment en deus, pe gen huel e sao he benn, pebez lorc’h so enha, pe gen dress eo var he izili pa za da vale !

— Mad, a lavaras eun all c’hoas, nicun ac’hanoc’h ne zonch er pez so a vraoa enha. Ha ne velit-hu ket pe ger coant eo gant an dorgennic-ze so aze var he gein ? Pegement eo scanvoc’h, dieupoc’h da vale ? Pebez ear a noblans a ro an dorgen-ze d’he izili-all ha d’al loen abez ?

Ama ann oll a droas da zellet oc’h an hini a gomze ; hag e veljont en doa ive eun tamic torgen var he chouc. C’hoarz a savaz, e c’hellit credi. Hogen evitho da c’hoarzin d’an tort, ar re o doa comzet en he raog o doa great eveldhan, o doa ive en em roet