Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/473

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 457 —

met evel a rit hoc’h unan, c’hui hag ar mevel braz hag ar mestr ; ha c’hoas zoken ne ran ket ker goaz ha c’hui, rag c’hui a zach ganeoc’h a grabanadou, ha me ne gassan ganen nemet eur pezig bihan bennag. Grit trugarez din evel ma c’hoantait e ve great trugarez deoc’h !!! Margot e devije lavaret c’hoas cals traou ma vije bet lezet da goms ; mes ar potr saout en devoa etretant croget enhi ha nezet dezi he gouzoug. »

Evel a velit, ne vez crouget nemet al laeron vihan.

————


AN ANKOU
————

E kær B… edo ar c’his pa veze bet an Ankou oc’h ober eun dro, ha pa gaset eur c’horf maro d’an douar, kerent ha mignonet a grie fors, a rea safar evel tud e dizesper. N’eus ket pell an ankou a deuaz adarre da ober eun dro di. En dro-ma avad n’edo ket he falc’h ganthan nag he zent discrognet ; ne ket da falc’hat e teue na da deleur strafuil hag anken, mes da zigas laouenedigez eur vech ive. Encanti a reas dre gær penauz, o c’houzout pegement a boan a rea dezho bevech ma samme unan bennag euz ho zouez, oa deut en dro-ma evit digas adarre e buez ar re en doa falc’het er gær-ze epad an daouzek vloas diveza, e vije er vered abenn tri dervez goude, hag e lacaje an daouzek bloaveziad-ze da zevel beo buezeg euz ar bez ; mar doa zoken unan bennag hag o doa kerent maro ouspen daouzek vloaz a ioa, hag o divije eur c’hoant bras da

26