Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/472

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 456 —

eur grabanadic vihan. Avechou evelato e teue eur pezic guenn bennag da heul. Mad eo ranna, hag evel a leverer, hirroc’h a dal eun tam rannet evit daou dam debret. Evel n’en doa ar potr saout na coufr nag armel, e lakea he damic peadra dre ma teue en eun toul er voger e corn ar skibeur.

Ar big a vele ar potr saout oc’h ober he droiou ; ne lavare ger, mes sevel a reas c’hoant ganthi da ober ive he c’huziaden. Mar deo mad d’ar re all destum evit an amzer da zont, daoust ha ne ve ket a zoare d’ar big ober ive ? Margot eta pa na veze den var al leac’h a iea da denzor ar potr saout, ha gant he beg e kemere ker brao ha tra eur pezig bevech epken, hag her c’hasse kempen en eun toul en douar choazet ganthi evit he armel.

Bevech ma zea ar potr saout da gonta he venneien, ar pez a rea alies, e cave ato mescont, ato e veze berroc’h he rencad evit na zonje ; dioc’h he gostez ar mevel braz a gave dezhan ive e scanvea dalc’h mad he ialc’h. Mes nicun anezho ne lavare ger. Micher al laer eo beza lent ; arc’hant ar re-ma n’oa ket deut tre gant an hent eun, hag e c’hellent caout aoun, mar dajent da ober eun enclasc bennag evit gouzout piou ho laere, na vije dizoloet ho laeronsi ho unan. Ne gredent eta lavaret netra, mez evessat ha spia a reant mui oc’h vui. Ep-dale ar potr saout a zigouezas var ar big dress pa edo Margot eur pezig arc’hant ganthi en he beg o cass d’he c’huziaden.

Ah ! bouet ar groug, emezhan, te eo-ta so oc’h va displua-me ! han ia ! ne ket fall ; me a ielo da gemeret kement a boan hag a nec’h o laerez arc’hant dide da ober da neiziat ! Gorto ! bremaic evidot-te ne laeri ken ; me ia da ober eun dro en da c’houzoug. Ar big a felle dezhi en em zifen hag a lavare en he iez : « Grit trugarez din, rag n’em eus great ne-