Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/471

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 455 —


An Tiec, ar Mestr mevel, ar potr saout hag ar Big.
————

Al laeron vihan a vez croguet,
Al laeron vraz ne vezont ket.

Eun aotrou braz ha pinvidic en devoa eur merour, hag heman, evithan ne voa ket perc’hen d’he zouar, a voa gouscoude eun tiec eus ar re genta, eun ozac’h mad, eur moundian. Bez’ en devoa eur mevel braz, pe mar kirit, eur mestr mevel e penn he diegez evit ren he labourerien. Ar mestr mevel en devoa dindanha eur potr saout, hag ar potr saout en devoa eur big.

An tieg a zalc’he he verouri dioc’h antergroaz, da lavaret eo, en devoa bep bloaz, eleac’h arc’hant, an anter eus he eost da rei d’he aotrou. Mes pa veze deut an amzer da ranna, e cave brao an dro da lacat dezhan he unan al loden vrassa ha guella, ha da gas evelse he anter da dri balefras. Eun endramer mad a voar ober herdin hag herdin, ha neuze an dousen ne vez ket great ato gant daouzec.

Ar mevel braz a veze er foariou hag er marc’hajou, o prena hag o verza. Caout a rea ive an dro da zerc’hel en tu diouthan eul lodennic vrao eus an arc’hant a dremene etre he zaouarn. Ar guennec a chans a zalc’he evithan he unan, hag ar guennec a chans-ze a veze peurliessa eur grabanat vrao a arc’hant.

Ar potr saout a loje er memes skibeur gant ar mevel braz, hag a vouie peleac’h e lakea he denzor. Pa gave he dro ez ea da ober eur guel d’an tenzor-ze, hag e sache gantha eur grabanadic moniz, mes