Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

Derc’hent Nedelek edo an intanvez paour oc’h oza eun tam iod guinis du da vern, pa deuas Laouik da c’houlen outhi :

— Va mam, ne ket hirio ema ar Pelgent ?

— Eo, va map, hirio ema sur.

— Va mam, ne velan ket a geuneut aze ken ; n’on devezo ket eteo Nedelek er bloa-ma ?

— Mar bez paet he zerveziou d’as preur, e prenimp peadra d’ober eteo Nedelek. Ma na roer ket a arc’hant dezan, e vo red tremen evelse.

— O mad, mam, ma n’or bez ket eteo Nedelek, ne deui ket ive ar Verc’hez ama fennos. Gouscoude ma vije deut, marteze e divije pareet Louizaik.

— Marteze zur, eme ar vam, an daelou o tont en he daoulagad. Mes kea da c’hoari, marteze arog an noz e vezo deut eun eteo deomp en eun doare bennag.

Pa voa dare mern, Laouik a ieaz da c’helver he c’hoar vian a voa o c’hoari er maez. Houma a deuas peursdu he divoc’h gant ar riou, rag an avel a voa ien.

— Va mam, emezi, sellit, an erc’h o coeza. Oh ! al labouset bihan a goezo truez outho brema avad ? Ne gavint tam da zibri ! Va mam, roit eun tamic bara din da gas dezo.

— Doue en devezo sourci anezo, va merc’h.

— List ac’hanon, va mam, da gas eun tamig dezo.

— Mad, cas-ta.... Gouscoude an intanvez paour a lavare outhi he unan : abenn eun dervez pe zaou, bugale baour, n’em bezo ket eur c’hinaouat da rei deoc’h, hag e vezo truezussoc’h ho stad evit hini al labouset keiz. Rag n’oa mui cazi tam en ti ha n’oa ket eur guennec.

Annaik ha Laouik a voa eat ho daou da deleur bruzun bara d’al labouset bihan e kichen an treuzou