Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/469

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 453 —


« Guelomp eta ep damanti
« An droug en deus great pephini
« Rak dlet e ve d’ar c’hablusa,
« D’ar falla, d’ar pec’her brasa,
« Rei hag he gik hag he groc’hen
« Evit stanca ginou’r vosen.
« Guechall, dioc’h ma’m eus clevet
« Ne vanke morse al loenet
« Pa zigoueze eur bar encrez
« Eur reus bennag en ho zouez
« Da gas da vervel oc’h ar grouk
« An torfetour kiriek d’an drouk.
« Evidon-me, loen goal naounek
« Am eus lonket chatal cornek,
« Meot, denved hag oanet
« Dioc’h an dousen am eus choket ;
« Eun dro bennak zoken dre laer
« Em eus debret ar mesaer.
« Petra o doa great din ? Netra,
« Hen anzao a rankan brema.
« Me roi-ta va buez mar bez red
« Araog avad, e tle, me gred,
« Dont ama ive pep unan
« D’anzao he vest-taoliou craban.
« Rag, ervez lezennou pep bro
« D’ar falla eo mont d’ar maro. »
« Aotrou, c’hui zo re vad Roue
« Eme Dom Lan dezhan neuze ;
« Petra ? e safe deoc’h morc’hed,
« Dre m’oc’h eus choket cals denved ?
« Denved, pennou brell ha diot
« N’ouzont nemet touza geot,
« Ha lavaret beb en amzer
« Bê, bê e creiz ho lanneier !
« Eun henor bras zoken o doue
« Pa vouent choket gant dent ho Roue. »
Setu aze comzou Dom Lan
A voue meulet gant pep unan.
An tigr, an ours hag ar bleis
Hag ezac’h braz-all aleis,
A zachas gantho ho bragez
Diroufen brao ha disclabez.
Ar chas kiger, ar chas tropel,
Ha loened all boas dioc’h brezel
Hir ho skilfou ha lem ho dent
A dremenaz oll evit sænt.
Pa voa deut he dro, an azen
A chiffronellaz evelen :
« Dont a ra brema da zonch din
« Edon eun dervez da vintin
« En hent o vonet e beach,
« N’ouzon ket avad da beleac’h ;
« Ma tigouezaz din beachi
« A dreus foenneg ar Maneti.
« Edon var iun, ha naoun am boa
« Al leac’h, distro evel ma voa,
« Ar peuri drus, ha me a gred
« Goal vroudet gant an drouk-spered
« E touziz eno a c’heod
« Anter ledander va zeod ;
« Vardro eun anter ginaouad.
« Guir n’emoa ket pa lirin mad. »
D’ar c’homzou-ze e sao raktal
Bres ha sklang etouez ar chatal.
Eur bleis cos, bet var ar studi
E kermeaz, e penn ar c’hardi,
A zistag eun tam prezegen
Evit diskuez eo an azen
Ar c’hacouz, an hir scouarnek
A zo bet d’ann oll drouk kiriek.
Neuze an oll a ra safar
A scrign ho dent hag a lavar :
« Arao ! arao ! d’ar grouk ! d’ar grouk
« Dle an oll loened var he chouk !
« Al laer ! dibri geot an estren,
« Ne ket souez m’eo deut ar vosen.
Oc’h ar gorden ar rouzik keas
Dle an oll chatal a baeas.
Setu penauz e vam ar bed ;
Ar virionez, al lealded
Ne dint tam dioc’h he zoare
Ar vertuz a gaf amzere.
Mar d’oc’h pinvidik, galloudus
Ne viot cavet morse cablus ;
’Mar d’oc’h avad paour ha displet
Vit eun netra ’viot condaonet.

————