Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/465

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 449 —


« Æz avoalc’h eo ’r varnedigez ;
« Gant an aer ema’r virionez.
« Me zo abaoue meur a vloaz
« O vaga’n den-ma gant va leaz ;
« Gant va læz ha va bugale
« E crescan bemdez he leve.
« Kement am eus, kement a ran
« Ne dint oll nemet evithan.
« He iec’het zoken, he iec’het
« Panefe me en doa collet ;
« Ha ma vev hirio a dra sur
« Ep izom, en he blijadur
« E tlefe va zrugarecât.
« Mes me zo deut var an oad,
« Ha brem’ em les e corn ar c’hraou
« Da zellet oc’h rastel c’houllou ;
« Er parc eleac’h ne deus ieoten,
« Met douar ken noaz hag eur planken
« Ez on c’hoas ganta nasket ber ;
« Ha ma vijen bet d’an aer
« Birviken n’he dije gallet
« Beza ker cris-se em andret.
« Kenavo! Setu ’r virionez. »
Oh ! na braoa barnedigez
Eme an den estlamet oll !
Ar vioc’h-se, ep mar, a zo foll,
Ravodi’ra hag he speret
Gant he oad braz a so troet.
Guelomp an ejen so furroc’h,
Hag a gomzo, me gred, guelloc’h.
Mad, eme’n aer, silaouomp-he.
Ejen a dosta lochore.
P’en doa takichet en he benn
Tam ha tam oll an abaden :
« Meur a vloas a zo, emezhan
« Evit an den e labouran,
« Eus an eil crogat d’egile,
« Eur beac’h bennag ato bemde,
« Ato treveil hag ato poan,
« Ha morse eun devez ean,
« Arat a ran he barkeier
« Digas a ran he eost d’ar gær ;
« Danvez bara, pep seurt madou
« A stlejan dehan a garradou.
« Petra’m bez ’vit kementse tout ?
« Taoliou scourjez ha taoliou brout.
« Goude digas dezan danvez
« N’en deus begad anaoudegez.
« Brema p’oun deut var an oad
« E lacaio scuilla va goad,
« Hag e credo va enori
« Oc’h va dispen, oc’h va dibri,
« Pe o profi d’an ilizou
« Va c’hig, va zoa pe va stripou.»
An den o clevet an ejen
« Sell, emezhan, cleo an azen
Beg bras, serra’ri da c’hinou !
Nag a c’hlabous, nag a gauziou !
Me’s claske da veza barner,
Hag e rez ama’n tamaller !
Gant geriou teo e tiskuezez
Out eul leue bras ep tam furnez.
Deomp d’eun all. » Setu ar vezen
O vont da varn an abaden.
« D’an den, emezhi, me a ro
« Hag an dizheol hag an disc’hlao.
« Oc’h an avel hen diouallan ;
« A vleun bep bloas en em viscan.
« Goudori’ran he barkeier,
« He liorzou, he foenneier ;
« Ne deo ket bleun ha skeud epken
« Eo a roan-me bep bloas d’an den,
« Evit rei dean magadurez
« E plegan dindan va beac’h frouez,
« Goude bea douget evitha
« Er miziou caer bleun ar braoa.
« Frouez c’hueg en discar amzer,
« En han va skeud oc’h an domder,
« Er goan coat evit he doma,
« Penaus oun dic’haouet gantha ?
« Va c’houer a gemer eur vouc’hal
« Hag am discar ep chipotal.
« Ma vije hen da viana
« Ne raje’met va discourra,
« Em bije gallet marteze
« Chom c’hoas e buez goudeze,
« Ha var bouez poania digernez
« Sevel dezan scourrou nevez ! »
An den a voue droug bras enha
Clevet lacat ar gaou gantha ;
A dreuz pe a hed e ranke
Gounit he broses er vech-ze,
« An anter, emezhan, oun re vad
« Silaou’r re-ze da c’hallegat. »
Hag hen neuze gant he gounnar
Oc’h ar voger, oc’h an douar
Sac’h hag aer en deveus stoket
Ken na voue’l loen keaz flastret.
Ar re vras so ho giz evelse ;
Ar guir ne ket dioc’h ho doare.
Lacat a reont en ho meno,
Kement so er bed so dezho,
Loenet bras ha loenet munud
An aeret kerkouls hag an dud.
Diot e ve nep a grette
Lavaret gric var gement-se ;
Guella ve da ober, a gaffen,
Eo coms a bell, pe tevel crenn.