Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/464

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 448 —


P’hen lakin e mesc ar chatal
Gae o lamet hag ho fringal !
Perrin o tridal dre’r zonj-se
A ra eul lam neuze ive ;
Ar pot d’an traon.... Kenavo læz !
Ier, leue, bioc’h ha penmoc’h kæz !
Ar plac’h, beuzet en he daelou
A ranc lezel he oll madou
Ledet eno var an hent bras !
Hag e riscl da gaout fest ar vas,
E za da gonta d’he fried
Ar goal dro ganthi c’hoarvezet.
Atant voue d’an oll da c’hoarzin,
Ha tor-pod oue hanvet Perrin.

Peleac’h e cafet eur speret
Ha ne dafe e touez ar steret
Eur vech bennag en eur dremen
Da ober eur bourmenaden ?
Tud diskiant couls ha tud fur,
Oll ec’h ureont a dra sur.
Netra ne blij keit d’an ene
Evel bombansou eun ure.
Oll madou ar bed zo dezhi,
An oll dud a stou dirazhi.
pa vezan em part va unan
E rafen fae var bep unan ;
Ne zoujan na soudart na laer,
Discar a raen an Impalaer :
Va lacat a rer da Roue,
An dud am c’har vel ho Doue ;
Var va fenn e za curunen
Ne ket unan, mes eun dousen ;
Mes pebez souez pa zihunan !
Ne d’oun ato nemet eur ian

————


An den hag an aer
————

Eun den a gavaz eun droiat
Eun aer gant he flem o flipat.
Oh ! loen fall, emezan, gortoz !
Bremaic m’es lacaio er c’hloz
Hag a raio, oc’h da laza
Vad da oll dud ar c’harter-ma.
En eur zac’h neuze he laca
En esper æssoc’h he flastra.
Va den a iea-ta a brez caer
Da rei ’r maro d’ar paour kez aer ;
Pe a voa cablus pe na voa ket
Kement se ne rea mann ebet.
Gouscoude vit caout eun abeg
Da laza ’l loen dianaoudeg,
Abars flastra dezan he benn
E comzas outhan evelen :
« Beza mad evit ar re fall
« So beza diot pe me vo dall.
« Mervel a ri bouet ar gounnar !
« Te eo skeuden an dud digar,
« An dud fallacr, dianaoudeg.
« Biken en hon-me n’as po peg ;
« Caer as pezo scrignat da zent,
» Me ’s flastro ama var an hent.
« An aer a respont en he giz !
« Ma ve scoet gant ar maro kriz
« Kement den so dianaoudeg,
« Peleac’h caout eun den diabeg ?
« Lavar din ha te da unan
« So ato mad oc’h pep unan ?
« Abars ma vo va fenn flastret
« Ve mad avoalc’h dide clevet
« Ama e brezonec caer :
« Goassoc’h an den evit an aer. »
An den o clevet eur seurt tra
A jom eun nebeut en he za ;
Goude bea sonjet eur pennad :
« Cauziou, emehan, geier anad.
« Ma carfen me droc’hfe ’n affer ;
« Guir avoalc’h am eus d’hen ober.
« Mes clevomp testou da genta. »
Mad, eme’n aer, clevomp eta.
Eur vioc’h coz a voa o peuri
So galvet da rei he ali.
P’e d’eus clevet an abaden,
E lavar oc’h hija he fenn :
« Perag, emezhi, va gelver
« Evit eun dra a so ker scler ?