Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/463

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 447 —


Mes setu ama eun abaden ;
Dioc’h ar scour dres ar grougaden
Var he bevar droad plom a goez ;
Beac’h d’al logod, d’ar razet kez ;
Nep n’oa ket scanv he zivesker
A zo sammet en eun taol ber.
En eur c’hrognal, dre m’ho draille
An targaz iud a lavare !
« Eur brezelour coz, bet en tan
En deuz ardou ouspen unan ;
Ni voar pell zo ouspen eun dro,
Divar ho coust c’hui hen desco ;
Daoust d’ho neiziou, d’ho toullou don,
M’hen toue deoc’h, e teuot d’ar von,
Ha goude chocat ho corfou
Ni a lipo hor mourennou. »
Guir a lavare ; eun eil guech
E stignas dezho eur goal bech ;
Gant bleut e venna he zae c’hriz
Ha p’en doa evelse chenchet giz,
E za da zoucha adre an or
Var an ed en eun arc’h digor.
O fiziout en eur seurt bolod
E voue bras fazi al logod ;
Bep en amzer unan pe ziou
A iea d’ar pilpazig ebiou ;
Mes oll e cavent ho ancou,
Nicun ne deue da rei kelou.
Eur raz epken e doue fri mad
A dost ne deas ket da c’hoessat.
Eur raz coz oa, eun orin
En doa tennet meur a daol fin ;
Er brezel zoken e voa bet
Ha beg he lost en doa collet.
« Ar blocad bleut-ze, emezhan,
N’eus tam c’hoez mad ebet ganthan
Aze adarre, me vel splam
E clasker ober eun dro gam.
Ne dal netra dit beza bleut,
Loen divalo, rak pa ves deut
Da veza sac’h, ouzit biken
Var hed camet ne dostafen. »
Ne gomze ket fall a dra zur ;
Hag ar raz coz-ze a voa fur.
Divar he c’houst e doa desket
Hag en he zonch e doa dalc’het ;
Piou bennag re en em fizio
Keus divarlerc’h en devezo.

————



Perrin hag he fodad læz.
————


Nep en dije guelet Perrin
O vont e kear dimeurs vintin,
Eur podat leaz var he fenn
Sammet compez var eun dorchen !
Abred edo gant he devez,
Ha mont a rea en hent a brez ;
Mistr ha mibin e voa guisket,
Kag en deis-se e doa laket
Evit dont lijeroc’h d’ar gær
He dillad scaon, he boulou ler.
Perrin kempennet evelse
O vont gant he hent a zonje
Petra raje, ar baourez keaz
Gant arc’hant he fodadig leaz !
Eur c’hant viou am bo, emezhi ;
Teir iar a lakin da c’hori,
Hag a bouez ma lakin evez
E savin eun nebeut danvez.
Ne vo ket dies var dro va c’hær
Sevel torradou mad a ier,
Ha fin e vezo al louarn
Ma na les etre va daouarn
(Var bouez ma ho dioualllin mad)
Peadra da gas d’ar marc’had.
Eus va ier souden e savan
Arc’hant eur penmoc’hig bian.
Ar penmoc’h evit bea lardet
Al lod brenn-se ne vo ket red ;
Ha pa her prenis ken nebeut
Ne voa na goal vian na goal dreut.
Hogen p’her guerzin em bezo
Eur vozadig arc’hant brao
Ha perag n’em be ket em c’hraou
Oc’h ar pris m’ema brema’n traou
Eur vioc’h nevezal hag he leue
Pehini a velin ep dale