Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 446 —


Divantellet ar c’hanfard-ma.
It, eur pennad me ho lezo
Gant coabr ha coumoul d’am golo.
Setu dioustu ar pot avel
En em c’huez evel soroc’hel,
Leis he gorf a long a ezen,
Koenvi ra evel barriken.
C’hueza ra stard, sutal, stracal,
Steki, heja, sourral, boudal ;
Toennou veler discaret,
Listri broustet, guerniou torret ;
Pep tra a gren hag a horjel,
Ha perag ? evit eur vantel.
Biscoas an ifern dinasket
Eur seurt tousmac’h n’en devoa gret.
Mes caer en doue kemeret beac’h,
D’ar beacher ne voue ket treac’h ;
Rag seul vui ma croze’n arne,
Seul vui hor c’hanfard a starde
He vantel var dro he ziouscoaz.
An avel he boan a gollas.
P’en doa great pot avel he ïoul
An heol a rinsaz ar c’houmoul,
Para ra var gein ar c’hanfard ;
Hema he vantel a zistard ;
Tomder a ia dre he izili,
Ha souden e comans c’huizi,
Kerkent ar vantel so sclapet ;
An heol he glaoustre gounezet.
An ners ne de ket ato sur,
Dousder eo benveg an den fur.

————


Ar C’haz hag ar Raz koz.
————

Eun den teodet euz ar guella
Marvaillou fresk ato gantha,
Am eus clevet ne deus ket pell,
O tistaga eur rimadel.
Guechal, emezhan, e ti va zud ;
E voa eur c’haz hag en doa brud ;
Eur c’haz a vouie he vicher
Couls ha guelloc’h eget kiger :
Eur c’has dispar ; ar c’hizier all
Her c’hemere da Jeneral.
Evit ar raz, al logoden,
Oa goassoc’h evit ar vosen ;
Evel c’hoari ho distruje,
Nebeut var he lerc’h a jome,
Cridi a rea e voa he lod
Cas da netra guenn al logod.
Eul leo, pe ouspen, tro var dro
En doa skignet ar spont dre’r vro.
Guelet em eus lacat planken
En esper flastra logoden ;
Leda contam, stigna cripet
En esper distruja razet ;
Kementse oll a voa dister
E scoas sklifou roue ar c’hizier.
Gant ho enkrez, logod, razed,
En ho zoul a ome souchet.
Pa velas ne gave nep preiz
Caer en doa furchal noz ha deiz,
Ar c’hanfard a ra ker buan
’Vit ho deseo’r maro bihan.
Oc’h eur gorden var bouez he bao
He benn d’an traon, al loen brao
En em asten ’vel eur penn ier
Laket oc’h crog eur c’heginer.
Al logod, fouge braz enho,
A gred eo lazet ho bourreo.
« Al loen criz, emezho, guintet !
Eun torfet bennag en deus gret,
Eul laeraden, eun taol pao
Pe plaoufet eun tam lib-he-bao ;
Coezet he gounnar var he chouk,
Setu-hen maro oc’h ar grouk !
Casset e vezo d’an toul don,
Ha ni c’hoarzo goalc’h hor c’halon !
Neuze c’hastennont ho minou
Eun nebeut er meaz ho zoullou,
E reont daou baz, mes ep dale
Ez eont en ho neiz adarre.
D’an eil tro reont peder gamet,
D’an drede ar spont so trec’het,
Hag en em daolont dizoursi
Da biltrotat var al leur-zi.