Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/460

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 444 —


« Miliner o vresa poullou,
« Hag he loen o vont er c’houllou !
« Ne ket evelse a ra Ian
« Pa za d’ober he droiou kam.
« Ian a zao var he inkane
« Hag ar zoun hen lavar ive.
« Asa, koanta tri benn azen ! »
Ar miliner koz, skuiz he benn
O clevet kel liez a flipat
A lavar neuze evit mad :
« Mar caran-me brema zoken
« Me zento oc’h kement panezen
« A gavo pleg da bep mare
« Da c’hodisal va doare
« Da vad, da fall ma vo va brud,
« Pe a gomzo pe a vo ’n dud,
« Me rai va fenn iviziken ! »
En dro-ma, miliner, out den.
Evidoc’h-hu, grit ho tivis,
Bezit soudard, den a ilis,
It d’ar Gouent, chomit er bed
Demezit, na zemezit ket ;
Chomit er vro, chenchit carter,
Kemerit douar, cark pe vicher,
Daoust petra reot dioc’h na reot ket
Abeg enhoc’h a vo cavet.

————


D’an dud figus.
————

Bez’ ez euz tud var an douar
A so tenn ober ho lavar ;
Lavarit guenn, lavarit du,
Abeg a gavint tu pe du.
Comzit outho sioul, goustadik
Hag ho cavint eur c’hlouarik ;
Comzit dezho freas, distagel,
— « Geier, emezho, rimadel !
« Perak, mar fell deoc’h-hu prezek,
« Na gomzit deomp e brezounek
« Euz a galz a virionezou
« A sclerafe hor sperejou ?
— Mad, gortozit, tud kivioul,
Me ia da rei deoc’h hoc’h ioul.
Evesait mad, silaouit piz,
Me brezego dioc’h ho tiviz.
« Den diskiant, guel ar maro,
« He falc’h lemmet, he drem garo,
« Seac’h ha scornet he c’hrabanou
« Troad ha troad stog oc’h da zeuliou !
« He morzoliou, ne glevez ket ?
« So o tacha dit eun arched !
« Ar barner braz, eul levr ganthan,
« Da vuez oll scrifet varnezhan,
« A so o c’hortos da ene ;
« Da vont d’he gaout ha prest out-te ?
« An drouk speret, goal ankeler
« A c’houlen da ene, pec’her !
« En ifern, ’creis an tan grizias
« E vezo da vele varc’hoas !
« Dor an Env a zo enk ha striz,
« Ha nemet pinijen, den criz.....
— Avoalc’h ! avoalc’h ! tav, prezeger !
Emaout aze o coll amzer ;
Ni anavez hon deveriou
Hag a voar mad hor c’hredennou,
Divar benn hor bro Breiz-Izel
Ma vije c’hui ’roje kentel ;
Brezounek c’houek ha guir verziou,
Ha ne ket bris-prezegennou.....
— Den egasus ! lenner digar !
Guelomp ha ni rai da lavar !
« Guechall pa deuas Cesar da stourm oc’h Breiz-Izel,
« He listri var ar mor, ho goueliou en avel,
« E crede n’en doa ken nemet diskuez he vin,
« Evit lacat ar vro da goeza d’an daoulin.
« Breiziz a lavare, sounn ho fenn, reud ho breac’h :
« Dirak Cezar na den ne gemerimp an teac’h ;
« Mar disken ni velo ha stard eo he botret,
« Ha dir so var ho zal, ho izili dervet.
« Ha Cezar a lare varlerc’h an abaden