Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/455

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 439 —

oll en em lakeas var ho daoulin er bagou, nemet eun daou pe dri e peb bag a ioa red dezho chom da zerc’hel mad d’ar stur ha da viret na stokje ar bagou an eil oc’h eben.

Pebez taolen a voa eno neuze ! Mestr an Env hag an douar harluet euz he ilizou, a iea da zisken eno, hag en doa evit iliz bolz an Env, hag evit pave goagou ar mor bras ! Guir a lavare an tieg d’an daou zen estren e voa frank an ilis ma tlient clevet an oferen enhi. Ar mordrouz a zerviche eno da ganaouen, hag ar beden a zave c’hoek ha birvidic a vouelet an oll galonou.

Biscoaz eme an hini en deus scrifet kement-ma, unan euz an daou zijentil, biscoas n’em boa pedet ker calonek. Hogen, araog m’oa echu an oferen, e veliz unan euz a botred iaouang an tieg o tont, strafuillet oll, da gaout he dad :

— Va zad, emezhan, eul lestr so erru varnomp !

— Ne ket guir ? e peleac’h ? ne velan netra.

— Pa lavaran deoc’h. Sellit, ahont.

Kerkent e veljomp eur flam tan hag e clefjomp eun tenn canol o crozal. Ar re c’hlaz o doa hon dizoloet, hag a deue evit hor c’has d’ar gouelet, mar galjent ; hag e tennent var ar vag ma edo ar beleg enhi. Eno neuze e savas tousmac’h. Ar vag a lavaret an oferen varnezhi a voue digoret gant ar bouliji hag a ieas d’ar gouelet dres pa edo ar beleg o rei ar venediction e fin an oferen. Ar bagou all a bellea an eil dioc’h eben, ha tenna a reant ive guella ma c’hellent var ar re c’hlaz. An tieg coz a gleviz o crial : Alo ! tro var dro d’al lestr. Savomp enha, ha deomp dezho crog-ha-crog. Ep dale ar re c’hlaz a voue red dezho en em rei. Hogen ar vretoned o doa collet ive meur a zen, hag an tieg coz a ioa lazet he zaou vap.