Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/454

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 438 —

ioa nec’het o clasc gouzout peleac’h ho c’hasset, rag n’oa ket lavaret dezho peleac’h ez eant. Souden e tigouesjont var bord an aod ; mes da zisken eno e voa red tremen evel dre eur scalier, a roc’h da roc’h, e danjer da goeza dalc’h mad var ar penn en aod. Ouspen tri c’hant troatad o doa da zisken evelse, hag eun heur da nebeuta a lekejont da zisken eno hini hag hini. Pa voant diskennet e clevent eno c’hoas re all an eil o c’hervel egile. An tieg a lavaras neuze d’an daou zijentil azeza eno var eur roc’h bennag da c’hortoz an heur.

Ep dale e voue clevet unan o lavaret : Alo ! a za ! setu anternoz !

Unan euz a botred iaouang an tieg a lavaras neuze ive :

— Ar mor so rust.

— Mad, guell a-ze, eme an tiek coz.

Neuze e safjont oll e bagou a voa stag eno oc’h ho gortoz, ha kerkent en em lakejor da rouenvat var ar c’houagou. An avel a ioa cre, hag an houillou mor a strinke dour sall oc’h ginou ar vageerien. An tieg a ioa ato he lagad o para etrezeg ar mor hag a c’houlenne bep en amzer digant he vap a ioa crog er stur : ne velez-te netra ? Abenn eur pennad e respontas : eo, setu-hi duhont.

An daou zijentil a velas neuze ive dirazho eur vag hag a ioa goulou enhi, ha bagou all oc’h en em gilla en dro dezhi. Ar vag ma edont enhi en em lakeaz ive er c’helc’h evel ar re all. Ar vag a ioa goulou enhi en em gave er c’hreiz, hag e velet pourchas enhi eun aoter, hag eur belek coz, guenn he benn, o visca he ornamanchou oferenna.

An daou zijentil a ioa estlamet oll. Biscoas n’o doa guelet kement all, ha morse eun dra evelse ne vije deut en ho speret. An oferen a gomansas. An